Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
8 mai 2020 5 08 /05 /mai /2020 18:44

Partager cet article
Repost0
7 mars 2020 6 07 /03 /mars /2020 12:38
Ar c'holoenn bladenn gentañ difennet er Stadoù Unanet

E 1973 emeur, trede albom Simon Stokes eo. Tresadenn ar c'holoenn, savet gant Pacific Eye and Ear Show, a ziskouez meneien a-zevri gant ar jahinañ merc'hed yaouank, hep disoñjal un tamm bondage. Difennet e vo ar bladenn er Stadoù Unanet abalamour d'he goloenn (digredus !). Hag evel just e teuio da vezañ "cult" ! "Hag ar sonerezh ?" a lârit-c'hwi : ur blues-rock plijus da glevet gant pozioù fentus. "The boa constrictor ate my wife last night" pe "Should I have married Peggy Sue ?". Biker's rock kwa ! Unan eus ar sonerien garetañ e-touez an Hell's Angels.

Partager cet article
Repost0
31 mars 2019 7 31 /03 /mars /2019 14:12

Feiz, dont a ra da vezañ ur boaz lavarout n'on ket puilh war ar blog-mañ ken, met ma vez lod dirak o urzhiataer d'ar sul vintin (pe da goulz kreisteiz gant ar cheñchamant eur) hag a fell dezho sealou un abadenn a-feson gouestlet da sonerezhioù ar bed (world music), setu al liamm :

Dizoloet am eus ar radio-se o skignañ eus Alice Springs e kreizig-kreiz Aostralia pa oan o prientiñ ma beaj du-se ha deuet on da vezañ fan ! Ma fell deoc'h selaou an abadenn e skignont d'ar sul etre 12h30 ha 14h30 (eur hañv deomp !)

Partager cet article
Repost0
10 septembre 2017 7 10 /09 /septembre /2017 11:28

Ha ma fell deoc'h gwelout ul lodenn eus disoc'h labour ar skolidi e istor an arzoù diwar-benn istor sonerezhioù an XXvet kantved e c'hellit mont war o lec'hienn : http://lamponed-gwened.over-blog.com/

 

Partager cet article
Repost0
9 septembre 2017 6 09 /09 /septembre /2017 13:31

Pellik zo n'em boa skrivet netra war ar blog-mañ met un dibenn-sizhun gleborek ha dizoloadenn pladenn diwezhañ Hurray for the Riff Raff zo bet trawalc'h evit reiñ ar c'hoant din da randoniñ em c'horn.

N'eo ket Alynda Lee Segarra nevez war ar stern, kanañ a ra abaoe un dek vloaz bennak dindan an anv Hurray for the Riff Raff, 5 albom bet enrollet ganti a-raok houmañ hag a son evel ur berlezenn.

A orin eus Porto-Rico, ganet er Bronx, he deus tremenet ul lodenn eus he bloavezhioù kentañ evel kanourez o treuziñ ar Stadoù-Unanet e trenioù, e doare an hobos, a-raok en em staliañ E New Orleañs. Evit he c'hwec'hvet albom, Alynda Lee, ar plac'h diwriziennet, he deus divizet tostaat en-dro ouzh he orinoù portorikan, dilezet ganti a-bell. Reiñ a ra ur bladenn brav-tre, "The navigator", un albom-konsept o kontañ hent ur plac'h oc'h adkavout he gwriziennoù, oc'h adkavout he sevenadur kuzhet, nac'het. 

Dilezet al look hobo, dilezet an albomoù neo-americana, setu-ni en-dro er Bronx e kompagnunezh divroidi Porto-Rico. Ne c'heller ket chom hep soñjal e Patty Smith, Joni Mitchell, Cat Power, liesseurt ar referañsoù met he mouezh he deus ivez, ha pebezh hini ! Pep kanaouenn he deus un arliv disheñvel "Living in the city", "Nothing 's gonna change that girl", "Pa'lante", "Rican beach" a ro d'ar bladenn he liesseurted hag he fersonelezh. Kit d'he selaou, ne soñj ket din e voc'h dipitet !

Partager cet article
Repost0
18 juillet 2016 1 18 /07 /juillet /2016 19:08

Hag ur c'hlip a c'hellin skignañ da vugale ma c'hlas (ral int !) pa vo kaoz da sevel ur c'hlip nevez en distro-skol.

Partager cet article
Repost0
2 juillet 2016 6 02 /07 /juillet /2016 13:01

Setu neuze disoc'h diwezhañ ma lamponed diwar ur barzhoneg gant Tugdual Kalvez.  N'eo ket splann ar senario marteze met diwar ar goulenn "Petra eo Breizh evidoc'h ?" e oa deuet ur bern skeudennoù Epinal (ar sistr, ar c'hrampouezh, Becassine, ar glav...).  Diwar neuze eo ganet menoz un tourist o weladenniñ ar skol. N'eo ket disi evel-just met a-drugarez da Philippe Lucas, ar sevener, o deus kemeret perzh er seveniñ ha desket kalz ivez a-zivout ar frammañ.

Partager cet article
Repost0
1 juin 2016 3 01 /06 /juin /2016 20:10

C'hoant ho peus da vousc'hoarzhin, kit 'ta da welout ar pezh a ra David Courtin gant e gi pinscher : e silañ a ra war bochedoù pladennoù mil anavezet : fentus ken ken !

Titou, ki e vestr !
Partager cet article
Repost0
23 avril 2016 6 23 /04 /avril /2016 12:08

En ur labourat e oan o selaou pladenn nevez Hubert-Felix Thiefaine enrollet "live", ur soner a heulian abaoe 1980, ha setu ma erru em zivskouarn "confession d'un never been" :

"Les joyeux éboueurs des âmes délabrées

se vautrent dans l'algèbre des mélancolies

traînant leurs métastases de rêves carchérisés

entre les draps poisseux des siècles d'insomnie..."

Waoohh ! Na brav ! Kas a ra soñj din ur ganaouenn all gant Bernard Lavilliers :

"Les barbares habitaient dans les angles tranchants

des citées exilées au large du business

ils rivaient leurs blousons d'étranges firmaments

où luisaient la folie, la mort et la jeunesse..."

Total respect !

Partager cet article
Repost0
23 avril 2016 6 23 /04 /avril /2016 09:24

Tamouezet eo goulou al leurenn, ar santimant da vezañ en ur c'habaret, degouezhout a ra Sarah Mc Coy war al leurenn, livet he daoulagad, gwisket evel ur sorserez, pe marteze ur velegez vaudou. En he c'hichen, Alyssa, ur sonerez glockenspiel, a seblant treut ken ramzel e hañval he c'henseurtez. Sevel a ra notennoù piano en aer ha da heul mouezh Sarah Mc Coy. Skoet e vezer kerkent gant he nerzh, dont a ra eus donder he askre. Ragtime, gospel, soul, ledan eo he zachenn, ha da heul skeudennoù eus an New Orleans, he bro orin, e-lec'h ma son ingal er Spotted Cat, e Frenchmen street. Dishiliañ a ra ar glockenspiel notennoù skañv, takennoù liv strewet a-zehoù hag a-gleiz evit reiñ muioc'h a levenez d'an tonioù blues. Bep daou don e krog Sarah en he boutailhad gwin evet ouzh ar gouzoug, peadra da eouliañ he c'horzailhenn emichañs ! Setu lusk ar brizonidi du o terriñ mein, lusk ar sklaved ha Sarah o kuitaat he fiano, o kenderc'hel a-capella, o kounnariñ, o roc'hal, dirak arvesterien hoalet. un abadenn a-feson en Echo Nova, ur wezh ouzhpenn !

Partager cet article
Repost0