Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
23 avril 2016 6 23 /04 /avril /2016 09:24

Tamouezet eo goulou al leurenn, ar santimant da vezañ en ur c'habaret, degouezhout a ra Sarah Mc Coy war al leurenn, livet he daoulagad, gwisket evel ur sorserez, pe marteze ur velegez vaudou. En he c'hichen, Alyssa, ur sonerez glockenspiel, a seblant treut ken ramzel e hañval he c'henseurtez. Sevel a ra notennoù piano en aer ha da heul mouezh Sarah Mc Coy. Skoet e vezer kerkent gant he nerzh, dont a ra eus donder he askre. Ragtime, gospel, soul, ledan eo he zachenn, ha da heul skeudennoù eus an New Orleans, he bro orin, e-lec'h ma son ingal er Spotted Cat, e Frenchmen street. Dishiliañ a ra ar glockenspiel notennoù skañv, takennoù liv strewet a-zehoù hag a-gleiz evit reiñ muioc'h a levenez d'an tonioù blues. Bep daou don e krog Sarah en he boutailhad gwin evet ouzh ar gouzoug, peadra da eouliañ he c'horzailhenn emichañs ! Setu lusk ar brizonidi du o terriñ mein, lusk ar sklaved ha Sarah o kuitaat he fiano, o kenderc'hel a-capella, o kounnariñ, o roc'hal, dirak arvesterien hoalet. un abadenn a-feson en Echo Nova, ur wezh ouzhpenn !

Partager cet article
Repost0

commentaires