Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog
27 avril 2012 5 27 /04 /avril /2012 16:30

http://www.planetebd.com/dynamicImages/album/cover/large/14/57/album-cover-large-14571.jpg

Kenderc'hel a ra an dastumadeg Noctambule da gempenn romantoù e bandennoù-treset. Setu m'en deus Marc Lizano labouret war "L'Ile aux trente cercueils", unan eus an istorioù polis gwellañ skrivet gant Maurice Leblanc, tad Arsène Lupin. An tresour, breizhad anezhañ (Ganet e Gwened, kresket e Ploermael, o vevañ e Roazhon), en deus kavet un tres hag ul liv a zere evit taolenniñ enezenn Sarek e Gouere 1917. Na glaskit ket Sarek en ur c'hartennaoueg, n' he c'havoc'h ket, met ma fell deoc'h he lec'hiañ e c'hellit he ijinañ e lec'h ar Glenan, peogwir eo meneget emañ e-tal Beg Meilh.

Ne gavimp ket amañ Arsène Lupin, met ur vaouez vrav, Véronique d'Hergemont, 14 bloaz goude ma vefe aet he mab diwar wel, skrapet ma oa bet gant he zad evit manifestiñ e enebiezh ouzh eured e verc'h gant ar c'hont Vorski, un den iskis, teñval e dremened. An emgavedigezh gant he mab a vo diaes da vevañ eviti hag evit hon nervennoù.

Dibabet en deus Marc Lizano hor splujañ en-dro e aergelc'h ar pennadoù embannet da gentañ e stumm ur romant da vezañ heuliet, o silañ gant ampartiz elfennoù ur suspens poblet a beulvanioù, kalvarioù hag a vigodenned. Plijus eo al lusk hag ankenius ar gweledvaoù.

Anzav a ra Marc lizano e oa bet merket gant ar stirad skinwel tennet eus al levr e 1979. 9 vloaz e oa d'ar c'houlz-se ha skoet e oa bet gant an aergelc'h skrijus (gwashoc'h c'hoazh o vezañ breton a orin, d'am soñj). Ar c'hoant a oa gantañ abaoe pell da labourat war gempennadur ar romant e bandenn-dreset. (Ne c'hellan nemet bezañ a-du gantañ evit lavarout n'eo ket chomet diseblant sellerien ar stirad skinwel-se, evel m'o deus testeniet komzoù ma gwreg p'he deus gwelet ar vandenn-dreset (ar romant treset, ma kavit gwelloc'h) : "Ho, L'île aux trente cercueils, tu te rappelles du feuilleton !" O ya sur ! Ha dastumad Arsène Lupin am boa dija lennet d'ar c'houlz-se, "Enezenn he zregont arched" o vezañ ma c'haretañ.

Evit klozañ gant ma buhez personel e venegin memestra e kaso lennadenn ar vandenn-dreset eñvorennoù plijus da sellerien ar stirad skinwel met gallet o defe ar pennadoù 5 ha 6 bezañ displeget un tammig muioc'h evit ar re n'anavezont tamm ebet an istor. Amañ e vez an dalc'h gant ar bandennoù-treset tennet diwar romantoù. En hevelep dastumadeg, Noctambule, e kaver ivez "Le dernier des Mohicans", bet skridvarnet gant ar Geekezig link, ur vandenn-dreset e lec'h ma kaver ar memes kudenn gant Catmalou he doa graet ar c'hempenn met kempouezet kerkent gant labour Cromwell.

http://storage.canalblog.com/92/93/327570/73258273.jpg

 

Partager cet article

Repost 0
Published by kantread - dans Bandennoù-treset
commenter cet article

commentaires