Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
24 juillet 2011 7 24 /07 /juillet /2011 18:10

Sed' un dra hag a zo mat : a-raok fin ar bloavezh e teuy 'maez troioù-kaer nevez "Pin up" savet gant berthet ha Yann. Ar wech-mañ e tremeno an darvoudoù e Hollywood, pa dro Hitchcock unan eus e filmoù !

 

Da c'hortoz, setu un aergelc'h a zere ouzh an albomoù kentañ :

 

 

 

Partager cet article
Repost0
19 juillet 2011 2 19 /07 /juillet /2011 20:35

Hag anaout a rit Baru, tresour ha skrivagner bandennoù-treset evel "Quequette blues", "Les années Spoutnik", pe "L'enragé" ? E 2011 e oa prezidant saloñs Angoulème ar bandennoù-treset. Evit an degouezh, sot m'emañ abaoe e yaouankiz gant ar rock, en deus divizet bodañ tregont tresour evit sevel un diskouezadeg hag ul levr pladennoù o vodañ tonioù n'int ket "standard", met kentoc'h perlezennoù disoñjet. Dreist eo ar sonerezh ha fiskal an tresadennoù, pep hini o terc'hel d'e stil. Ma re garetañ ? Berlion, Loustal, Gibrat evel just met ivez Riff, Ferri ha... Cromwell gant ar chupennoù lêr, ar chadenn velo hag ar gontell (a lak ac'hanon da soñjal e golo ar romant "Graine de violence"(Black board jungle). ('Michañs hor bo tro da gomz en-dro eus an oberenn-se).

 

Mod all, ma plij deoc'h aergelc'h ar bloavezhioù tri-ugent, diskrivadur ar yaouankiz er metoù micherour d'ar c'houlz-se  , lennit Baru

 


 

War-dro 25 euro, gant displegadennoù ouzhpenn diwar-benn pep kaner.

 

 

 

Partager cet article
Repost0
19 juillet 2011 2 19 /07 /juillet /2011 14:11

Ha pa gomzen eus meur a zoare da seniñ ar ganenn-mañ, setu hini Paul Revere and tehe Raiders a sone un nebeut bloavezhioù goude the Kingsmen.N'eo ket ken akademik !

 

 

Partager cet article
Repost0
18 juillet 2011 1 18 /07 /juillet /2011 18:39

'Benn ar fin e verzan o sellout ouzh ar video-mañ e oa The rubettes gwisket damheñvel ouzh the Kingsmen. Pa soñjan eo bet ret din gortoz ma vefe deus internet evit gwelout o fenn). The kingsmen, ur strollad eus Portland, dizoloet ganin war ur vinil anvet "L'âge d'or du rock" em yaouankiz. Ar strollad grunge kentañ ? Bepred em eus lennet e oa ar ganaouenn gentañ o leuskel da soñjal en ur fouzhadenn ! (Koulskoude Rock 'n roll a lak dija da soñjal e lkement-mañ). E 1964 e savas kerent zo klemm a-enep ar ganaouenn evit ma ne vefe ket skignet ken war ar radioioù. Goude 2 vloaz a enklask e tisklerias an FBI ne oa netra hudur er pozioù.1200 gwech d'an nebeutañ eo bet adkemeret gant strolladoù a bep seurt. An hini all a blij din kalz eo hini Iggi Pop.


 

 

Partager cet article
Repost0
18 juillet 2011 1 18 /07 /juillet /2011 16:44

 


 

Pegoulz eo bet ganet ar roc’k ‘n roll ? Hervez ar vojenn e krog an traoù d’ar 5 a viz gouere 1954 pa zeu ur paotr yaouank ugent vloaz, Elvis Presley, da enrollañ ur bladenn evit e vamm “That’s all right mamma” e studio enrollañ “sun records” renet gant Sam Philips e Menphis. (E gwirionez e oa deuet ur bloaz abretoc’h da enrollañ evit 3,98 dollar ar ganaouenn “My happiness” eviti).

 

Petraeo “That’s all right mamma”, netra ken nemet un ton rhythm ‘n blues, kempennet e doare hillbilly. Abaoe meur a vloaz e embanne Samm Phillips “ roit din un den gwenn a gano evel unan du hag e c’hounezin 1 milion dollar. Amañ emañ an dalc’h !

1954 : Dwight David Eisenhower a zo prezidant ar Stadoù Unanet, 10 vloaz abretoc’h o deus e GI’s dilestret war draezhennoù Normandie hag en em ledet e Europa a-bezh. Abaoe eo deuet Amerika da vezañ arouez ar frankiz hag an eürusted : ur gevredigezh diazezet war ar gevezerezh, serret warni he-unan (ar re wenn) hag o vagañ disfiz ouzh ar re all (ar gomunisted, ar beatnik, ar re zu…) Ar re zu ! Ar re-mañ n’o deus ket gounezet o holl wirioù c’hoazh, ren a ra ar « segregation » e stadoù ar su hag o buhez ekonomikel a ziskouez kondisionoù bevañ kalz izeloc’h evit reoù ar re wenn. Padal o deus diorreet ur vuhez sevenadurel binvidik : pa selaou ar re wenn ar « country » e tañs ar re zu war luskoù swing, blues, boogie-woogie ha gospell ! Fentus eo soñjal eo « ganet » ar rock’ n roll ar bloavezh ma embanne lez-varn meur ar Stadoù Unanet e oa kontrol ar segregasion er skolioù da vonreizh ar Stadoù Unanet (d’ar 17 a viz mae) !

Partager cet article
Repost0
18 juillet 2011 1 18 /07 /juillet /2011 15:07

Amañ 'mañ an dalc'h ? Perak duañ paper ? (ne vez ket graet ken , ne ra hor bizied nemet redek war douchennaoueg an urzhiataer), perak skrivañ e brederiadennoù ?

O kantren war ar rouedad e lennan pennadoù a bep seurt ha deuet ar c'hoant da skrivañ evidon (ne reer nemet se a hervez), da veajiñ em eñvorennoù, gant ar spi da vezañ lennet un deiz bennak gant ma bugale pe ma bugale vihan !!

Gwelet e vo, loc'het eo. Bep pegeit e vo maget ? un afer all eo. Hervez an amzer emichañs, sulvezhioù glav o vezañ un digarez mat da gregiñ e-barzh !

Ma buhez ne vefe netra hep ar sonerezh. Ar strollad kentañ on bet sot gantañ a oa The Rubettes, dreist-holl evit an tabouliner a gaven fentus. soñj am eus bezañ e welet o kouezhañ eus ur c'hae pa c'hoarie en abadenn kinniget gant Danièle Gilbert, "Midi première" a gav din. Hiraezh, hiraezh, pa grogez ennomp ! 10 vloaz e oan.

 

Partager cet article
Repost0