Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
25 août 2014 1 25 /08 /août /2014 16:30

E skrivet em eus dija, kavout a reoc'h war ar rouedad, hag el liammoù meneget war ar bajenn-mañ tud barrekoc'h evidon evit skrivañ war film-mañ-film, met amañ eo deuet ar c'hoant din da rannañ ar blijadur em eus bet o sellout ouzh pevar rann ar stirad Treme e-pad an hañv ?

 

 

 

Perak sellout ouzh 'Treme" eta, ur stirad ha n'he deus ket graet berzh bras ?

 

Evit adkavout lod eus komedianed ar stirad "The wire"

 

Alies-tre e c'heller lenn eo "The wire" ar gwellañ stirad polis savet a-viskoazh, ha n'emaon ket pell o soñjal kement-mañ  ! An holl re o deus he gwelet a oar pegen gwirheñvel e oa eztaoladenn buhez poliserien Baltimore, hep darvoudoù a vil-vern, just ar santimant da vevañ ul lodenn eus o buhez, ur stirad a gemere he amzer, a daole ur sell sokial war gudennoù Baltimore hag a groue liammoù soutil etre an arvester hag an tudennoù. 'Treme" eo ar stirad bet savet da heul gant David Simon hag Eric Overmyer, ha gant plijadur e c'heller adkavout meur a aktour a c'hoarie poliserien, e kroc'hen muzisianed ar wezh-mañ, Wendell Pierce en o zouez, kabidan evel boaz !

 

Evit gouzout pelloc'h diwar-benn efedoù ar gorventenn Katrina

 

Tremen a ra istor ar stirad e New-Orleans, istor kêr New-Orleans goude gwallzarvoud Katrina eo a vez kontet deomp, dre lagad meur a zen : DJ Davis a fell dezhañ derc'hel hengoun sonerezh New-Orleans, Antoine Batiste bambocher ha soner trombon, Toni Bernette breutaerez a fell dezhi lakaat war-wel emzalc'h direizh polis Nola, Janette Desautel keginerez dornet, Albert Lambreaux penn indian Meurlarjez hag un toullad tudennoù all o treiñ tro-dro dezho. Drezo e weler an holl gudennoù anavezet gant annezidi New-Orleans da heul ar gorventenn : gwask tud ar galloud ganto, evit naetaat ar gêr, ar pezh a dalvez evito skarzhañ ar c'harterioù e-lec'h ma veve ar boblañs du da gentañ penn, skubañ holl roudoù an dremened, ul lodenn vat eus sevenadur Nola war an dro. Ha goulennoù da heul : perak ne vefe ket graet evit Nola ar pezh a zo bet graet evit New-York goude an 11/09/01 pe evit San-Francisco goude ar c'hren-douar ? Lakaet eo war-wel an arc'hant foranet, an diaesterioù boutin, penaos bezañ digollet evit e di p'eo bet savet gant e dad-kuñv war un dachenn bet gounezet d'an diñsoù da skouer, met ivez ar feulster, ar feulster a gaver a-hed ar stirad hep na vefe diskouezet : feulster ar melestradurezh, feulster ar gangs, feulster ar polis. Diskouez a ra ar stirad trafikoù ar maer Ray Nagin, nevez kondaonet da 10 vloaz toull, pe reoù ar polis, o venegiñ darvoudoù Danziger Bridge (daou zen du lazhet ha reoù all gloazet gant ar polis c'hwec'h devezh goude Katrina) pe o kontañ penaos eo bet diskuliet gant ur c'hazetenner drouklazh Henry Glover, un annezad du eus Nola. (Ar prosez da heul, ha n'eo ket kontet er stirad, a zo bet skouerius eus feulster poliserien Nola da heul ar gorventenn)

 

Evit ar sonerezh

 

"The music lives where it lives, brother, you can't fight with that". E pep lec'h emañ ar sonerezh e New-Orleans war a seblant, setu ar pezh a ro a stirad da gompren deomp. Evel-just e weler buhez ar sonerien, n'eus ket ur rann hep abadennoù sonerezh filmet war al leurenn pe e studio, met ouzhpenn e reer anaoudegezh gant ur bern muzisianed, lod brudet-kaer (Elvis Costello, the Neville brothers, Winston Marsalis, Cassandra Wilson, Fats domino (bev atav !), John Hiatt...) ha lod all dianav deomp e Europa. Soñjal a ran da skouer e Steve Pearle, ur "steredenn" er Stadoù Unanet hag e Kanada a c'hoari amañ ur muzisian straedoù (hag ur junkie pareet o kas ur strollad-komz e the Wire). Ur gwir dibunadeg eo, re hir eo ar roll... Hag e meur a stil : funk ar bloavezhioù 70, jazz, new-orleans, cajun, Motown ar bloavezhioù 60, kanaouennoù indian ar Mardi Gras, hip-hop, blues ar Mississipi... Betek re a wezhioù, gorrekaat a ra dirolladur an darvoudoù e epizodoù zo met peadra da sevel playlistoù nevez ! Un tañva ho po ?

 

 

Evit ar sevenadur

 

Feiz, n'on ket bet e New-Orleans gwezh ebet hag ur misi eo bet dizoleiñ ar c'hultur stag ouzh hengoun ar Mardi-Gras. N'eo ket tener ar stirad gant sell an douristed ha klask a ra diskouez an traoù deus an diabarzh : 'michañs ho po kement a blijadur ha me o tizoleiñ ar "second line", lid Meurlarjez an Indianed,  an dibunadegoù hag o boazioù...Ha dedennus ar goulennoù war an doare ar stourm da gas da benn evit derc'hel ar c'hultur-se bev ha gwirion !

 

Ha peraket evit ar senario ?

 

Gant ar stirad-mañ, evel gant "The Wire" e kroger da sellout ouzh buhez an tudennoù, dedennus hepmuiken, hag hep e verzout, e teuer da vezañ stag outo, bez e vouschoarzher pa vezont tener pe fentus ha techet e vezer da leñvañ pa dreuzont poanioù, takennoù liv silet hag a sav ur mozaik buhezek !

 

 

 

Partager cet article
Repost0
24 août 2014 7 24 /08 /août /2014 11:21

billboard-magazine-britney.jpg

billboard-magazine-eminem.jpg

billboard-magazine-marilyn.jpg

billboard-magazine-bono-copie-1.jpg

Me 'blij din Mother Teresa !

Partager cet article
Repost0
3 août 2014 7 03 /08 /août /2014 12:43

alainLeopard.jpg

kolner_zoo_sonntagsfuhrung_englisch2_2400.jpg

hannoverzoomonkey.jpg

Partager cet article
Repost0
2 août 2014 6 02 /08 /août /2014 08:52

Nebeut a-raok fin ar bloavezh-skol e oan en em silet dre guzh e boum dibenn-bloaz skolaj ma merc'h, daoust ma oa bet difennet groñs din hen ober ganti. Ha me hag azezañ en ur gador-vrec'h difoñset en deñvalijenn ha sellout ouzh ar re yaouank, betek bezañ merzet gant ur mignon d'am merc'h :

"Aotrou, aotrou, deuit da zañsal ganeomp.

- Ne c'hellan ket, 'mod all em bo fas-koad 'ba'r gêr !"

Hag eñ ha distreiñ war an dance-floor.

 

Un tregont munutenn goude, gant ma merc'h er c'harr :

" Tadig, petra 'peus lâret da Eflamm ?

- Netra ispisial, perak ?

- Lâret en deus din "Il est bizarre ton père, j'lui ai demandé de venir danser avec nous, y m'a répondu qu'il pouvait pas, sinon il aurait la gueule de bois une fois rentré à la maison ! Y a pourtant pas d'alcool !"

Partager cet article
Repost0
1 août 2014 5 01 /08 /août /2014 12:32

vinylrecords_printad_abbeyroad_aotw.jpg

vinylrecords_printad_marley_aotw.jpg

vinylrecords_printad_nirvana_aotw.jpg

vinylrecords_printad_thriller_aotw.jpg

O c'havet ho peus holl emichañs ! (Diaesoc'h em boa kavet ar pedervet, ne oa ket em dastumad).

Partager cet article
Repost0
28 juillet 2014 1 28 /07 /juillet /2014 11:59

Plijout a ra din ar festival "Le pont du rock" e Malestreg a lide e 25vet deiz-ha-bloaz hevlene. Ha berzh adarre gant ar skipailh programmiñ : 19000 den war daou zevezh, ur festival bihan skeudennou-rock 2190[1]eta, gant teir leurenn memestra, na bourrus gouzout e c'helloc'h adkavout ho re diboan, ne vo ket da c'hortoz evit pakañ ur banne, ha gouzout ho po souezhadennoù brav adarre ! Ne oan ket evit mont d'ar gwener, (laouen e vefen bet gwelout FFF) met amañ e oamp da eur an digor-galon evit selaou Thomas Fersen. Feiz, ar merc'hed a oa ganin a felle dezho e selaou, me n'on ket evit e c'houzañv, diseblant on bet a viskoazh ouzh e destennoù hag e sonerezh, met petra a gavont dezhañ ?

skeudennou-rock 2194[1]Setu Anna Calvi o tont war al leurenn "Ranig", ha tommoc'h e vo he set hag ar wezh diwezhañ 'm boa he gwelet ? Penaos e vo war ul leurenn vras pa glot kentoc'h he sonennoù gant un aergelc'h klet ? Atav ken koant en he roched ruz ha gant he ruz-muzelloù flamm, met ur gened yen, chom a ra diziraesus evidomp ha ne daol ket he selloù warnomp, paour-keizh arvesterien ! Padal, ur wezh ouzhpenn, lavaromp pegen donezonet eo, zoken ma ne oa ket ar c'hemmesk-son eus ar gwellañ. Gwelloc'h eo dizoleiñ ur strollad dianav deomp o seniñ dindan an deltenn : Billy Hornett, ur strollad eus Albi : wao ! Amañ e santer un ene, ene ar rock 'n roll : taboulinoù, gitar,skeudennou-rock-2209-1-.jpg gourbiolin hag ur rollad tonioù o tennañ d'ar Stay Cats pe d'ar bloavezhioù 50. Netra nevez eta, met un energiezh vrav e servij ur sonerezh na gosha ket. N'eo ket aes-tre dañsal ar rock 'n roll war ar geot evit lod !

Setu Skip The Use war al leurenn vras, pebezh hent ganto abaoe 2011, pa oant amañ dija met war al leurenn vihan. profitet hon eus eus an degouezh evit mont da zebriñ en ur sellout outo a bell. Un tourter eo ar strollad hag a skub pep tra war e dremen, ha ne vank ket nerzh Mat Bastard,ar c'haner. Un draig, merc'hed a zo en engroez ivez (ar pezh en deus komprenet Billy Hornett mat-tre), n'eo ket dav kaozeal d'ar baotred nemetken ("Hey les gars, j'voulais vous dire..."). Mod all e ra plijadur klevout kanet "La jeunesse emmerde le Front National", daoust ma ne oa ket ken kendrec'het an arvesterien siwazh ha ma c'hellent bezañ da goulz ar Beru.

Goude e teu da vezañ diaes, daou strollad a fell din gwelout war an dro : Blitz the Ambassador ha St-Lô, ret e vo rannañ an eurvezh : krogomp gant Blitz the Ambassador, a orin eusskeudennou-rock-2219-1-.jpg Bro-Ghana met o vevañ e Brooklyn : kinnig a ra ur rap afro, leun a levezonioù : Afrika evel-just, Fela, met ivez James Brown pe rap old school New-York. Dont a ra brav flow e gomzoù, ha sintezennet en deus a-feson e wriziennoù hag an hip-hop. Special big up da rann ar binvioù kouevr evit o doare da ac'hubiñ al leurenn ! Tomm tomm tomm eo dirak al leurenn, deomp da welout penaos e tremen gant St-Lô dindan an deltenn : feiz, amañ eo tomm ivez gant al lazerioù, ar c'haner diroll daoubleget war e sinte, an arvesterien tapet en ur meskaj a from, a zebron a grog en ho tiskoaz, ho choug evit diskenn betek ho treid evit ma krogfec'h da zañsal ha da lammat a-unson gant ho amezeien ! un dra zo sur : n'eo ket St-lô a zo war al leurenn, Griefjoy hag e bop-electro, o tont eus Nice, ne lâran ket. skeudennou-rock-2225-1-.jpgN'anavezen nemet un ton d'o ferzh, klevet n'ouzon ket pelec'h ken, met ur souezhadenn vrav eo bet. Begon gete 'sur ! Tonioù lirzhin, lijer, evel ma vez dleet evit un nozvezh klouar.

Kreiznoz hanter dija ! Tremen a ra buan 'vat ! Setu IAM oc'h en em ginnig war al leurenn evit un eurvezh ha kard a rap skedus. 25 bloaz eo ar strollad ivez, hep roufenn ebet : a unvouezh e kan an dud "Né sous la même étoile", "L'école du micro d'argent", "La face B" pe "Demain, c'est loin".

"Lod a labour warc'hoazh" a lavarer din, goût a ouien e vefe bet gwelloc'h din kemer ma c'harr ! Ha St-Lô ? Da heul IAM 'michañs, evit ur wezh all e vo ! (Programmet e oa ivez diwezhatoc'h : Nasser ha Vitalic).

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0
28 juillet 2014 1 28 /07 /juillet /2014 07:49

 

Pa zibaber da gomz e brezhoneg d'e vugale, pa zibaber da gelenn e brezhoneg e treuzer holl moarvat ur mare m'en em sil an douetañs. Anavezout a reomp holl tud hag o deus kroget da heuliañ kentelioù, hag o deus stourmet evit ar yezh... met pelec'h emaint ugent vloaz war-lerc'h ? Petra eo deuet da vezañ an tan a deve en o askre ? Deuet da ludu eo ar regez ? Pa gelenner e soñjer atav "Pet ? Pet, diwar ar re-mañ a implijo ar yezh en dazont, a gomzo en un doare ordin ?" Ha bewezh e vez ur blijadur, ur broud, pa weler ur skoliad(ez) o tougen ar flam d'e dro (d'he zro). Trugarez Lena, lavarout a raes din e oa lorc'h ennout kanañ ez parrez genidik, (ha pebezh berzh pa weler an niver a zañserien deuet d'az kourc'hemennaouiñ ! Ur skrivagnerez m' boa gwelet ennout, ur ganerez n'em eus ket soñj), kontant e oan ivez en ur mod, kadarnaet, goude m'az pefe "añduret" ac'hanon e-pad pemp bloaz !
Partager cet article
Repost0
26 juillet 2014 6 26 /07 /juillet /2014 16:55

Kontet din gant ur skoliadez kozh.

Div skolajiadez oc'h erruout en un servij eus an ospital da goulz un devezh dizoleiñ "Un jour, un métier", goulenn a ra ar glañvdiourez diganto :

"Alors, et vous, vous venez de quel collège ?

- Du collège Diwan.

- Hein ?

- Nous venons du collège Diwan.

- Quoi ?

- Nous sommes scolarisées au collège Diwan.

- Ahhhh ! Diwane !

(Une autre infirmière s'approche)

- Ben oui, mais évidemment, si vous prononcez pas bien non plus !"

No comment (e brezhoneg en destenn)

Partager cet article
Repost0
24 juillet 2014 4 24 /07 /juillet /2014 21:23

SoulsticeGuitar.jpg

 

Feiz, n'eo ket ar gitar em eus implijet en deizioù-mañ, an heskenn hag an doullerez, ne lâran ket, ha ma c'hein da vezañ damheñvel ouzh ar bruderezh-mañ !

Partager cet article
Repost0
18 juillet 2014 5 18 /07 /juillet /2014 20:47

singole under30 eng2

singole_under30_eng3.jpg

singole_under30_eng4.jpg

228005_176108935776589_160433_n.jpg

 

Setu ur c'hampagn bruderezh bet savet e 2011 gant an ajañs Tita e Milano evit klask sachañ evezh ar re yaouank ouzh programmadur La Scala Milano. Me 'gav ar menoz fentus a-walc'h met n'eo ket bet degemeret mat-tre gant aficionados an opera. Ha tizhet eo bet ar pal, n'on ket evit goût !

Partager cet article
Repost0