Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
11 janvier 2014 6 11 /01 /janvier /2014 10:51

i_am_a_groupie.jpg

A ! Azeulerien steredennoù ar rock ! Plijout a ra d'am merc'h ha din sellout ouzh merc'hed en o bleuñv oc'h huchal skiltr hag o leñvañ pa zeu 'maez Justin Bieber pe unan eus e glonoù... Ha reoù Celine Dion, n'int ket trist kennebeut !

Evel-just pa soñjer groupie", e soñjer er Beatlemania, er merc'hed o klask heuliañ ar vuzisianed e pep lec'h, gant ar spi d'o zouch ha muioc'h, piv 'oar. Nebeut anezho a zeuio da vezañ muzenn ar sonerien, o freizh, ne lâran ket. "N'eus abeg ebet da gas maouezed e skipailh un droiad, nemet m'o defe ul labour d'ober, an abeg talvoudus nemetañ eo fouzhañ ganto". eme Mick Jagger ur mare zo bet, dilikad ha distinget ! Met pa seller mat emañ ar groupie ar respont gortozet d'ar pezh a c'hoarvez war al leurenn abaoe m'eo bet krouet ar rock : fiñvadennoù divgroazell Elvis, "Light my fire" gant Jim Morrison, "Satisfaction" Mick Jagger, pe Hendrix o torloiñ e c'hitar... ur bed gadal a gave e merc'hed yaouank preizhoù koant, fresk hag aes da dapout evit bleizi bras drouk al leurenn rock. Evel ma lâre Pattie Smith, ne c'hortozont nemet un dra pa grogont en o mikro, ma vefe sodet o arvesterezed.

http://www.rottenecards.com/ecards/Rottenecards_98392093_pd3j6brrfp.pngHa gwir eo e krog ar groupies da vezañ digabestret e -kreiz ar bloavezhioù 60, hag ar c'hulotennoù ha brennidennoù da bradañ war al leurenn dirak an doue nevez : ar star rock. Ha pa vezer un doue n'eus bevenn ebet evel-just : merc'hed o tont da vezañ objedoù e servij narkisegezh ar rock-star goude ar strivoù en do graet war al leurenn.

O, n'eo ket aes bezañ ur groupie, taer eo ar varnadenn : ur c'hast ma kousk dizehan, ur sacherez d'he zu ma timez gant ur soner. Padal ez eus lod hag a zo deuet da vezañ brudet : Marianne Faithfull evel-just, pe Nico, met ivez reoù all ha n'o deus ket kanet pe nebeut, ale taolomp ur sell war bed ar groupies.

Kregiñ a ra hon troiad e California, anat deoc'h, al lec'h ma oa ret bezañ e dibenn argtos0.jpg bloavezhioù 60, Haight-Ashbury e San-Francisco, Laurel Canyon e Los Angeles. Du-se e voe krouet ar GTO'S, Girls Together Outrageously, ur strollad seizh groupie ennañ, Implijet e voent gant Frank Zappa hag e Mothers of Invention, kinnig a raent "freak" dañsoù war al leurenn a-raok ma krogfe Zappa da seniñ. Ar re vrudetañ a oa "Miss Pamela", Pamela Des Barres, ha "Miss Sparkly", Linda Sue Parker. "Fouzhañ gant ar re goantikañ, kaout ar "butun Gordini" gwellañ, kejañ gant tud dibar", setu ar pezh a oa reolennoù-bevañ Pamela lori.jpgDes Barres (hag he deus abuzet he amzer gant Mick Jagger, Jimmy Page, Robert Plant, Keith Moon, Jim Morrison ha reoù all c'hoazh...). Diaes eo menegiñ Led Zeppelin hep ober dave da Lori Maddox evel-just, 14 vloaz anezhi, hag a zo chomet 18 mizvezh gant Jimmy Page (kollet he doa he fich glas gant David Bowie pa oa 13 vloaz).

Da goulz ar punk e c'hellfer lavarout eo bet berr buhezoù ar groupies ma soñjer da skouer e Nancy Spungen, kavet marv er Chelsea hotel er gambr a feurme gant Sid Vicious. Pa erru ar bloavezhioù 80 hag an hair metal e kaver en-dro groupies a vil-vern met groupies deuet da vezañ brudet kentoc'h a-drugarez d'ar vuhez o doa e-kichen : aktourezed, Pamela anderson ha Tommy Lee, pe video babes o taremprediñ izili ar strolladoù rock.

E keit ha ma vo "steredennoù" e vo loarelloù tro-dro, gant emzalc'hioù o cheñch hervez ar c'houlz met ivez hervez o orin. Na koantik ha fentus emzalc'h ar groupies-mañ a Vro-Sina dirak Nicky Wu, penaos ? N'anavezit ket Nicky Wu ?  : link.

 

Partager cet article
Repost0
5 janvier 2014 7 05 /01 /janvier /2014 20:19

 

Partager cet article
Repost0
2 janvier 2014 4 02 /01 /janvier /2014 16:17

sf e-card 2013 2400

Partager cet article
Repost0
29 décembre 2013 7 29 /12 /décembre /2013 09:40

 

 

E 1968 eo pounner an aergelc'h un tammig e pep lec'h, aloubiñ a ra ar yaounkiz ar straedoù evit bezañ klevet. Brezel ar Vietnam, emsav ar gwirioù keodedel, Nevez-Amzer Praha, ne vank ket an abegoù da stourm. E Paris e vleuniaoua ar stoc'hoù er c'harter latin pa seblant Londrez chom morgousket e-keñver. Savet eo ar pozioù gant Mick Jagger da heul ur vanifestadeg a-enep brezel ar Vietnam aozet e Londrez d'ar 17 a viz Meurzh 1968. Kemer a ra Jagger perzh er vanifestadeg gant e vignonez Vanessa Redgrave, met o verzout emañ e vezañs ur skoilh da balioù ar vanifestadeg e kuita anezhi a-raok ma errufe ar gerzherien dirak kannati ar Stadoù Unanet. Aze e trenk an traoù ha 200 den a voe kaset en ospital ha 246 den all arrestet.

"Everywhere I hear the sound of marching, charging feet, boy / Cause summer's here and the time is right for fighting in the street, boy" emezañ, a-raok ouzhpennañ "But what can a poor boy do / Except to sing for a rock'n'roll band". Fin a-walc'h eo a-berzh ur strollad hag a zo atav chomet pell ouzh ar c'hudennoù politikel (hag a gendalc'ho en dazont, "Street fighting man" o vezañ o c'hanaouenn politikelañ). Komprenet eo ar ganaouenn, "Ganeomp emañ ar Stones"  a soñjer a-zehou hag a-gleiz. Evel m'hen lavaro Marty Balin eus ar Jefferson Airplane : "Goût a ouiemp mat-tre ne ziskennfe ket ar Stones er straed evit manifestiñ, met goût a ouiemp e oant en hor c'hichen".

Er stadoù-Unanet eo embannet ar ganaouenn e stumm ur single un nebeut deizioù goude an Democratic National Convention e Chicago hag en deus gwelet deiziadoù emgannoù gant ar polis. Nac'h a ra ar stasionoù radio skignañ ar ganaouenn gant aon da c'hwezhañ war an tan. Respont a raio Jagger d'ar radioioù "It's stupid to think that you can start a revolution with a record. I wish you could !"

Amañ c'hoazh e krog an ton gant ur riff, evel ma oar o ijinañ Keith Richards. D'ar c'houlz-se e vez boaz ar gitarour da enrollañ e venozioù tonioù gant ur sonenroller kasedigoù. Ne c'hell lugañ warnañ nemet ur gitar akoustik, son enrolladenn an demo an hini a vo implijet ur wezh e studio.

Evit klozañ, laoskomp ar gaoz gant Bruce Springstenn a echue e droiad Born in the Usa e 1985 gant an ton-mañ : "Ar frazenn-mañ : What can a poor boy do except to sing for a rock'n'roll band" a zo unan eus ar frazennoù brasañ e istor ar rock" !

Partager cet article
Repost0
24 décembre 2013 2 24 /12 /décembre /2013 11:29

sky_swat.jpg

sky_xmas.jpg

sky_lord.jpg

Partager cet article
Repost0
23 décembre 2013 1 23 /12 /décembre /2013 10:22

starving-hairdressers2.jpg

 

"Would you let your daughter marry a Rolling Stone?" en doa embannet Andrew Loog Oldham, manager ar Rolling Stones o krouiñ war an dro ur skeudennbad guysa bego outo adalek an derou.

E 1963 e adkrog da goulz Nedeleg, pa embann ar bruderezh-mañ e unan eus ar c’helaouennoù sonerezh brudetañ e Breizh-Veur, ar Record Mirror. Perak hetiñ un Nedeleg laouen da berukennerien varnaoniet ? Ne oa ket ken hir a-se o blev d’ar c’houlz-se koulskoude ? Padal en doa korfuniad ar berukennerien saoz klemmet un nebeut mizvezhioù a-raok rak ar skouer fall roet gant ar Stones hag al levezon o doa war ar yaouankiz ne zeufe ket ken da stalioù an droc’herien-blev ma kendalc’he evel-se.

happy-christmas-beatle-people.jpg

 

Ha peogwir emeur er bloavezhioù 60, d’ur c’houlz ma ne oa nag Ipod na tabletezenn, petra c'hoantaat evit Nedeleg ? ur Beatle evel-just !



 

Partager cet article
Repost0
22 décembre 2013 7 22 /12 /décembre /2013 19:37

E verzet ho po, n'eo ket bet stank ar pennadoù skrivet ganin abaoe ur mizvezh : labour e leizh, programmoù skoazell hiniennel da sevel evit skolidi gant diaesterioù, o zud da welout, an noz o tont abred, an diouer a energiezh ur wezh distroet d'ar gêr... Diegi da lenn zoken... Bemnoz, tamolodet dindan ar c'holc'hed, ul lodenn eus ur stirad teneraus ha fentus war an dro ("Orange is the new black" evit ar frioù ranell) a-raok kousket kloz ha kalet... Hag adkregiñ an deiz da heul...

Ret eo skubañ bremañ, skarzhañ ar gwiskad poultrenn, tremen un traet war e groc'hen : "Kind of blue "gant Miles Davis a zereo.

 

 

Partager cet article
Repost0
8 décembre 2013 7 08 /12 /décembre /2013 16:35

3_-_ramones_aotw.jpg

1_-_slash_aotw.jpg

2 - mercury aotw

 

Partager cet article
Repost0
1 décembre 2013 7 01 /12 /décembre /2013 09:03

 

 

Strobinellet adarre ! Ne oan ket bet entanet goude bezañ selaouet pladenn diwezhañ Anna Calvi, ur bladenn hag a c'houlenn bezañ selaouet meur a wezh (alies-tre ar re wellañ, ar re a chom), met fellout a rae din mont da welout an hini he deus kemeret plas PJ Harvey e kalon ar Vreizhveuridi.

Leun eo ar sal, n'eo ket bet ma muiañ karet evit dont ganin. Splann eo e tibas he brud ar metoù rock pa weler oad an arvesterien, ma osteo en o zouez, strollet dirak al leurenn evit he gwelout a-dost. Met setu-hi o toullañ an deñvalijenn, du he roched, he blev sachet war he choug, du he daoulagad, ruz-flamm he muzelloù. Ger ebet. Kregiñ a ra ar set gant "No more words", eil ton he fladenn gentañ, an hini he deus brudet anezhi. Staliet eo ar c'hinkladurioù diouzhtu : energiezh al leurenn a roio ur vent all d'an tonioù. Eil ton : "Sing to me", diskouez a ra pegen donezonet eo, un diva hag a c'hell klemm evel ur vorganez,  pignat uhel, skiltr, pe hiboudiñ, ur vouezh voulouz, prest da darzhañ d'an eilenn d'eben, melkonius, teogus. Ha kement-all gant he c'hitaroù (cheñch a ra ingal) a c'hell lakaat da leñvañ evel Hendrix pe da regiñ an aer gant un nebeut riffoù. Amañ c'hoazh kalz a drivliadennoù a lak da dremen dre he benveg. Forzh penaos eo diazezet pep tra warni, an tri soner all n'emaint amañ nemet evit he ambroug (taboulinoù, sinte, vibrafon). Ne gaver ket war al leurenn ar violoñsoù a glever war he fladenn diwezhañ, gwell a-se, glannoc'h eo. Tremen a ra an tonioù an eil goude egile hep na rannfe grik. Div wezh e lavaro trugarez, an eil gwezh en ur ginnig he muzisianed, ha "Good night" goude tri c'hard-eur. Distroet eo div wezh memestra, met en un eurvezh e oa pleget. Amañ emañ an dalc'h, blaz ar re nebeut. Pas kement-se e hirder ar set met en diouer a eskemmoù gant an arvesterien gounezet holl dezhi, an tan he defe gallet lakaat o c'hwezhañ un tammig war ar regez, hag amañ e vefe bet epik he c'honsert !

Partager cet article
Repost0
30 novembre 2013 6 30 /11 /novembre /2013 09:27

 

 

Dizoloet em boa Narrow Terence e derou ar bloaz-mañ gant o albom "Violence with benefits", unan eus albomoù ar bloaz 2013 evidon, ur misi eo bet neuze dizoleiñ anezho war leurenn an Echo Nova e Santeve (56) da goulz un digor-galon sonet. (Ne ouezer morse piv a vo war al leurenn en a-raok, met ur programmadur a-zoare bewezh).

Merket e vezer kerkent gant mouezhioù Nicolas hag Antoine Puaux, an daou vreur o deus krouet ar strollad e 2005, dreist-holl gant hini Antoine, ur vouezh a lak da soñjal e Tom Waits kerkent ha ne zibarfe ket en ur strollad death metal (ur running gag e teu da vezañ war al leurenn "An ton-mañ a c'helloc'h kavout e version death metal war hon eil pladenn", met gwir eo ivez int bet taeroc'h). Gant e zremm a denn da Jax Teller in "Sons of anarchy" e ro un donder d'an tonioù folk-rock, eilet gant e vreur. Soñjal a reer ivez e Nick Cave evit ar sonerezh, poultrennet gant touchennoù mariachi. (O eil pladenn a oa "Narco Corridos" e anv, da heul ur pennad eus "The Shield"). Gitaroù elektro-akoustek, klavieroù, ur violoñs, un trombon, taboulinoù, setu ar c'hombo, diaes eo lavarout piv a ra petra, pep soner o cheñch benveg ingal, muioc'h evit ar blijadur eget evit degas ul liv resis.

Pa seller ouzh istor ar strollad e weler ez eus bet meur a cheñchamant tro-dro d'ar vreudeur gant sonerien o tont eus Moriarty, Syd Matters, Mansfield Tya, Jack The Ripper, tud a galite kwa, hetomp dezho bezañ ken anavezet hag ar strolladoù-mañ rak talvezout a ra ar boan, kit d'o selaou 'ta !

Hag anv ar pennad-mañ 'ta ? Petra eo al liamm etre al labourioù a laz hollek ha Narrow Terence ? E-pad o zroiad, e dibenn 2010, o doa an daou vreur kemeret perzh en un emgann ha kondaonet e oant bet da heul da 150 eurvezh a labourioù a laz hollek. An eurvezhioù-mañ o deus tremenet o reiñ kentelioù en ur skol sonerezh a-raok enrollañ o fladenn diwezhañ e chapel barok ar skol, ar pezh a zispleg anv ar bladenn "violence with benefits".

http://www.ivox-promo.fr/v2/wp-content/uploads/2012/12/POCHETTE_NT-VWB.jpg

 

Narrow Terence, gant un arliv Metal, setu, setu :

 

Partager cet article
Repost0