Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
6 août 2012 1 06 /08 /août /2012 15:11

“Ma fellfe deoc’h reiñ un anv all d’ar Rock ‘n Roll e vefe ret deoc’h e envel Chuck Berry”, setu ar pezh a zisklerie John Lennon a-zivout Chuck Berry. Kaner, gitarour ha sonaozour eo Berry an esparadenn zu gentañ. Goude bezañ bet o seniñ e holl gleuboù du east-Saint-Louis, e fell dezhañ gounit ur brud brasoc’h. Da vare ur veaj e Chicago e kej gant Muddy Waters hag a ali dezhañ klask gwelout ar vreudeur Chess. Derc’hel a ra ar re-mañ ur studio enrollañ e Chicago, e lec’h ma vez enrollet pennoù ar blues elektrik. Ouzhpenn Muddy Waters, e embann studioioù Chess Howlin’ Wolf pe John Lee Hooker. Goude bezañ selaouet Berry e c’houlenn Leonard Chess digantañ hag anavezout a ra an ton country Ida Red. Programmet eo un enrolladenn ha d’an 21 a viz Mae 1955 e teu Ida Red da vezañ Maybellene, ur sonenn a zere dres gant c’hoantoù ar grennarded : karantez (seks) ha kirri-tan. Dont a ra ar sonenn da vezañ patrom Rock ‘n Roll ar bloavezhioù 50 : un ton awenet eus ar blues met o tougen ul lusk hag un energiezh nevez dalc’het gant soli gitar hag ur stil da seniñ dibar. Berzh a ra e “duckwalk”, adkemeret abaoe gant Angus Young, gitarour ACDC. Evit ar wech kentañ e kinnig ur soner du da selaouerien wenn un ton o kendeuziñ blues du ha country gwenn. Komprenet eo kement-mañ gant Elvis Presley kerkent ha lakaat a ra Maybellene en e sac’h tonioù leurenn.

 

 

http://userserve-ak.last.fm/serve/500/30509197/Chuck+Berry+Is+On+Top+chuc.jpg

E 1959 e teu ‘maez “Chuck Berry is on the top”, pladenn a-bouez e lec’h ma kaver e donioù vrudetañ, arouezioù bervidigezh ar c’hrennoad amerikan ha c’hwezh ar frankiz evit yaouankiz ar c’hornog. “Skrivet en deus Chuck Berry an holl ganouennoù rock hag an holl luskoù Rock ‘n Roll” eme Brian Wilson, sonaozour the Beach boys. Roll over Bethoveen, Back in the USA, Johnny B. Goode, Rock ‘n Roll music… tonioù diamzer hag a gendalc’h da aweniñ sonerien a bep seurt hiziv an deiz.

Fromet e oan bet o welout anezhañ war leurenn Bopital, met ken fromet e oa Jean-Louis Aubert p’en doa sonet Johnny B. Goode en e gompagnunezh.

Partager cet article
Repost0
11 juillet 2012 3 11 /07 /juillet /2012 10:19

 

 

Gitar tredan kentañ an istor eo ar gitar Lap-steel a soner a-blaen, brudet gant strolladoù western-swing gwenn evel hini Bob Wills. A-raok ma teufe ar gitar da vezañ unan eus ar binvioù implijet gant an unsonerien, gant ar berzh ma rae ar gitar Hawaï, e oa kentoc’h ar banjo hag ar mandolin a oa implijet er sonerezh country ha jazz.

Ar gitar tredan kentañ gwirion a voe savet gant Adolph Rickenbacker e 1937, diwar patromoù ar gitar Hawaïan a save gant George Beauchamp er gompagnunezh Electro String Instrument Corporation, abaoe derou ar bloavezhioù 30. e 1933 e kinnige dija ar gompagnunezh-mañ ur gitar e aluminium Heñvel ouzh ur baelon, lezanvet  “The frying pan” pe “The pancake Guitar” !

E miz Gwengolo 1935 eo enrollet, hep douetañs, evit ar wech kentañ son ur gitar tredan, en ton Hittin’ the bottle, gant ar gitarour jazz texan Eddie Durham, o seniñ gant laz-seniñ Jimmy Lunceford.

Gant Charlie Christian, ganet e 1916 e Bro-Texas, e c’hounezo ar gitar tredan ur plas a-zibab, dornet-tre e teu hemañ da vezañ ar gitarour tredan brudet kentañ, o levezoniñ meur a soner jazz, rhythm‘n blues pe rock. E korf tri bloavezh e seller ouzh ar benveg en ur mod all : n’eo ket ken ur benveg a lusk an tonioù met ur benveg unsoner. Seniñ a raio Charlie Christian, oadet a ugent vloaz, gant sextet Benny Goodman, e-lec’h ma responto da vibrafon Lionel Hampton. Lazioù-seniñ all a enbarzh ar gitar tredan en o zonioù evit respont ouzh ar c’houevroù. Unan eus ar solo kentañ enrollet a gaver en ton “floyd’s Guitar blues” e 1939, sonet gant Floyd Smith e laz-seniñ Kirk.

E 1941 en em glev ar gitarour jazz Les Paul gant ar merk Gibson evit mont pelloc’h gant taolioù arnod Rickenbacker hag Audiovox a glask sevel ur gitar en ur bloc’had nemetken, gant ur fust a zalc’ho gwelloc’h energiezh ar c’herdin.

An araokadenn deknik-mañ a vo gwellaet c’hoazh e 1951, gant Leo Fender a lakao war ar marc’had e Fender Telecaster asamblez gant e c’hitar boud tredan. Simpl, solud, aes da sevel ha da zresañ e raio berzh ar gitaroù Fender er bloavezhioù 1950, gant ar Fender Stratocaster e 1954. Respont a raio Gibson en ur cheñch un tammig ar gitar ijinet gant Les Paul, kinniget en e stumm diwezhañ e 1957.

Partager cet article
Repost0
26 avril 2012 4 26 /04 /avril /2012 22:00

Evel em boa lâret dija em eus kalz da zeskiñ a-zivout diskibien Black Sabbath hag an holl stiloù bet ganet da heul (daoust ma n'em eus ket ar santimant da goll kalz tra o chom hep anavezout ar Visual Kei hag o Hello Kitty !). Setu, kavet' m eus un doare plijus-tre da adwelout ma diazezoù ha da vont pelloc'h ganti. M'ho peus c'hoant da vageal etre pleg-mor al larsen hag ouf an desibel e c'helloc'h ober ur gaer a dreizhadenn gant Map of Metal link.


http://assets.noisey.com/content-images/contentimage/no-slug/0c17ad13b1ad4764efc839ccbf06a9d8.jpg

 

Ral a wezh em eus gwelet ul lec'hienn ken c'hoarius gouestlet d'ar sonerezh, ur mennozh brav ! Chom a ra da sevel kement-all evit ar soul, ar pop, ar jazz... Hag-eñ e vefe un depressive suicidal black acid jazz ???

Partager cet article
Repost0
14 mars 2012 3 14 /03 /mars /2012 16:39

An neuz !  Amañ emañ pep tra !

Mont a rin sur-a-walc'h da Hellfest ar bloaz-mañ evit ar wech kentañ. kendrec'het on bet tamm pe damm gant ma amezeg a zisplege din dirak ur banne bier e c'helle pep hini kavout e lod du-se zoken ma ne o ket troet war an "heavy sound". Setu neuze, me hag a zo eus ar"skol gozh", a yello da zizoleiñ pe da glask kompren peseurt diffoc'h a zo etre an death metal hag ar grindcore, ar pagan metal hag ar crust, ar stoner, sludge, doom ha post-hardcore !!! Nann, nann, ne ziskouezin ket ma feñsoù dirak kamera "Le petit journal" met ma n'on ket plijet gant ar sonerezh (Ozzy memestra !) e kavin emichañs plijadur gant al loenedoù a vo du-se.

Perak lakaat evel titl d'ar pennad-mañ "Ar familh" neuze ! Peogwir n'eo nemet un istor gwezenn al lignez. : An holl veuriadoù meneget a-us n'int nemt mibien un avañtur kroget ouzhpenn tri-ugent bloaz zo gant Elvis hag e genseurted o krouiñ al look a zeree ouzh sonerezh ar fifties ! Hag e teuas an Highschools, ar Mods, ar glamrock, ar pub-rock, ar punk-rock, ar post-punk, ar reggae-ska, an new wave, gothik cold wave, technopop, grunge hag all hag all ...

E-touez anvioù familh brankennoù gwezenn lignez ar rock, ez eus un nebeut hag a blij din kenañ : an "Hair metal" (bon Jovi, Van Halen, skeudennus evel anv,neketa !), ar "skate punk" (Greenday, Offspring...), an "Drone metal" (?!!), pe ar "college rock" (REM, Bangles...). Anvioù disheñvel evit respont d'un ezhomm boutin : en em anavezout ha bezañ anavezet. "If the kids are united, the will never be limited !" 'vel ma kane Sham 69. Dipitus eo memestra gwelout penaos e c'hell ur stil sonerezh bezañ dihentet : peseurt perzhioù boutin a zo etre Burial, pap an "Dubstep", hag an holl salopriachoù a weler e gwerzh dindan an anv Dubstep remix ha me 'oar-me !

 


 
Partager cet article
Repost0
25 février 2012 6 25 /02 /février /2012 13:01

Kantren e bed ar sonerezh a lâran deoc'h ! O selaou en-dro Dañs ar Marsu e soñjen e oa levenez e-leizh hag dibrederezh, a bep seurt a veze klevet, traoù fentus alies-tre. Ha da skouer The Tom Tom  Club, krouet gant Tina Weymouth ha Chris Frantz. Ar re-mañ o doa krouet ar strollad "Talking Heads" gant David Byrne e 1974, met goude ur pennad e felle da bep hini arnodiñ traoù disheñvel. Amañ e santer c'hoazh levezon Talking Heads er son, met ar pezh a oa ur "Joke" a zo deuet da vezañ un "Tup" !

 

Partager cet article
Repost0
28 janvier 2012 6 28 /01 /janvier /2012 10:42

 


 

Setu pelec'h e oa en em gavet ar rock e 1976 ! The Eagles, number one er States hag 20vet gant "New kid in town" hag ur Grammy award e 1977 evit kempennadurioù ar mouezhioù war an ton-mañ. 'fin ne dufin ket war "Hotel california" (ar memes pladenn an hini eo) e koun "boum"où ma c'hrennoad, met memestra dre chañs e oa Richard Hell hag e "blank generation", er memes koulz o stagañ e d-shirtoù roget gant spilhennoù, a-raok bezañ merzet gant Malcolm Mac Laren. Anavezout a reomp an heuliadenn...

 

Grit ho tibab !

http://recordsleeves.com/store/catalog/images/1044.JPG


 
Partager cet article
Repost0
8 août 2011 1 08 /08 /août /2011 09:30

Lakaet em boa dija ur video eus Paul Revere o kanañ "Louie louie". Dec'h em boa prenet evit ma mab en ur foar an traoù kozh levr-bourzh Kurt Cabain hag er fin on krog d'e lenn. Dedennus eo evit poent. Setu ar pezh a skriv a-zivout Paul Revere :

 

"One night, last month, Chris and I dropped acid and we were watching the late show (rip off of Johnny Carson) and Paul Revere and the Raiders were on there, they were so fucking stupid ! Dancing around with moustaches, trying to act comical and gooty.

It really pissed us off and I asked chris Do you have any Paul Reverse and the Raiders albums ? He said Yeah, so I looked through his BIG collection and I founded The Revere records and busted them. and he got mad. Then he laughed and I searched through the rest of the raw and I found Eagles, Carpenters, Yes, Joni Mitchell and said with frustration, "What in the fuck do you own this for ?" and so throughout the rest of the night we busted about 250 shitty Chris records. Not only did we clear more space in the living room, Chris declared that he feels cleaned and revitalized."

Ne gredan ket ijinañ e vefe graet kement-all em dastumadeg pladennoù zoken ma vez meur a bladenn didalvez. Petra 'vefe ar gwashañ ? Evit poent ne zeu war wel nemet "Boney M". E ya, 14 vloaz e oan, met "shitty records" all a zle bout ivez.

 

 

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0
19 juillet 2011 2 19 /07 /juillet /2011 14:11

Ha pa gomzen eus meur a zoare da seniñ ar ganenn-mañ, setu hini Paul Revere and tehe Raiders a sone un nebeut bloavezhioù goude the Kingsmen.N'eo ket ken akademik !

 

 

Partager cet article
Repost0
18 juillet 2011 1 18 /07 /juillet /2011 16:44

 


 

Pegoulz eo bet ganet ar roc’k ‘n roll ? Hervez ar vojenn e krog an traoù d’ar 5 a viz gouere 1954 pa zeu ur paotr yaouank ugent vloaz, Elvis Presley, da enrollañ ur bladenn evit e vamm “That’s all right mamma” e studio enrollañ “sun records” renet gant Sam Philips e Menphis. (E gwirionez e oa deuet ur bloaz abretoc’h da enrollañ evit 3,98 dollar ar ganaouenn “My happiness” eviti).

 

Petraeo “That’s all right mamma”, netra ken nemet un ton rhythm ‘n blues, kempennet e doare hillbilly. Abaoe meur a vloaz e embanne Samm Phillips “ roit din un den gwenn a gano evel unan du hag e c’hounezin 1 milion dollar. Amañ emañ an dalc’h !

1954 : Dwight David Eisenhower a zo prezidant ar Stadoù Unanet, 10 vloaz abretoc’h o deus e GI’s dilestret war draezhennoù Normandie hag en em ledet e Europa a-bezh. Abaoe eo deuet Amerika da vezañ arouez ar frankiz hag an eürusted : ur gevredigezh diazezet war ar gevezerezh, serret warni he-unan (ar re wenn) hag o vagañ disfiz ouzh ar re all (ar gomunisted, ar beatnik, ar re zu…) Ar re zu ! Ar re-mañ n’o deus ket gounezet o holl wirioù c’hoazh, ren a ra ar « segregation » e stadoù ar su hag o buhez ekonomikel a ziskouez kondisionoù bevañ kalz izeloc’h evit reoù ar re wenn. Padal o deus diorreet ur vuhez sevenadurel binvidik : pa selaou ar re wenn ar « country » e tañs ar re zu war luskoù swing, blues, boogie-woogie ha gospell ! Fentus eo soñjal eo « ganet » ar rock’ n roll ar bloavezh ma embanne lez-varn meur ar Stadoù Unanet e oa kontrol ar segregasion er skolioù da vonreizh ar Stadoù Unanet (d’ar 17 a viz mae) !

Partager cet article
Repost0