Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
29 juin 2014 7 29 /06 /juin /2014 08:47

Pa oa Dylan ur folk-singer, en e yaouankiz, e oa deuet da vezañ, daoust dezhañ, mouezh e remziad gant kanaouennoù o lakaat war-wel ar c’hudennoù sokial, an enebiezh ouzh ar brezelioù, gwirioù ar minorelezhioù… Tregerniñ a ra c’hoazh en hon divskouarn « Blowin’ in the wind », « The times they are a changin’ » pe « A hard rain’s a gonna fall » (skrivet da goulz enkadenn misiloù Cuba).

E 1965 e teu da vezañ un treitour evit e selaouerien evit ar wezh kentañ. Santet en deus emañ an dazont gant ar binvioù tredan, Goulenn a ra digant Mike Bloomfield, ar « Clapton » amerikan da seniñ gantañ : embann a ra ar bladenn « Bringing it all back home », hanter akoustik, hanter-dredan, a-raok embann “Highway 61 Revisited”  tri miz goude : un albom rock da vat, ne gomzer ket amañ ken eus tonioù folk tredanet. Pa erru gant e strollad « The Band » war leurenn festival folk Newport, ur festival a anavez mat, eo huet. Penaos en deus kredet ar protest-singer dilezel e c’hitar akoustik hag e harmonika evit gwerzhañ e ene da varc’hadourien an templ, d’ar rock, ur sonerezh kenwerzhel ha boutin ! D’ar 17 a viz Mae 1966 e vez graet « Judaz » anezhañ gant un arvester e Manchester (Bro-Saoz). Padal, domaj e vefe bet tremen e biou « Like a Rolling Stone » da skouer. Ha bezomp sklaer ma vez dipitet lod o koll “mouezh aotret” o stourmoù e c’hounez Dylan azeulerien all gant e destennoù leun a varzhoniezh.

 

 

E miz Gouere 1966 eo Dylan uzet : war an hent abaoe meur a vloaz, pouez ar brud war e ziskoaz, an holl zrammoù bet kemeret… d’an 29 eo ar gwallzarvoud pa ruilh gant e varc’h-houarn, un Triumph. “Trellet gant an heol em eus spontet un tammig. Stardet ‘m eus ha sac’het eo bet ar rod a-dreñv. Kollet em eus ar c’hontrol ha kammdroiennet. Hag en em gavet on en ul lec’h dianav, gloazet ma dremm ha ma c’houzoug paket brav ». Setu ar pezh a ziskler.

Embann a ra ar c’hazetennoù eo bet gloazet bras Dylan. An abadennoù tele hag an droiad bedel da zont zo nulet. Met gwall-gevrinus eo ar gwallzarvoud, c’hwezhet pe ijinet penn da benn : roud ebet eus un ambulañs, eus un enskrivadur en un ospital, luc’hskeudenn ebet eus ar Triumph pleget. Met trouzioù a bep seurt a redo d’ar c’houlz-se : marv, skrapet gant ar CIA, oc’h heuliañ ur bareadenn evit en em zizober eus an drammoù… Profitañ a ra deus e retred evit enrollañ gant The Band ul lodenn eus ar pezh a vo embannet dindan an anv « the basement Tapes » er bloavezhioù 1970. Un dra zo sur, pa zistro gant e bladenn « John Wesley Harding » e 1968, en deus cheñchet adarre : ar vouezh, al look, pep tra zo disheñvel, ha mont a ra war-zu ar country a-fet sonerezh.

Met graet e vo Judaz anezhañ en-dro e fin ar bloavezhioù 70 pa zeu da vezañ kristen. Feiz ! N’eo ketpatgarrett_dylan.jpg ral e kanaouennoù Bob Dylan, Robert Zimmerman eus e anv gwirion, an daveoù d’ar bibl ha da Doue. E 1965 e krog da skouer an albom “Highway 61 Revisited” gant un diviz etre Abraham ha Doue, pe evel-just “Knockin’ on Heaven’s Door”, pa varv ar sherif er western “Patt Garrett and Billy The Kid”, film Sam Peckinpah, savet ar sonerezh gant Dylan. Met diaes eo d’an dud krediñ e teufe ar “yuzev bouddhist” da vezañ Kristen ! Ha padal e tiskler en deus gwelet Jezuz o tont en e gambr leti e Tuckson, pa oa o sellout ouzh un abadenn evanjelist en tele. Badezet eo da heul. Un deiz e lavar d’ur c’hazetenner : « Ar pezh a blij din ar muiañ eo kemer ma c’harr-tan, ma lunedoù heol evit nompas bezañ anavezet, tapout unan bennak o c’hoari biz-meud ha komz dezhañ eus Jezuz ».

http://ecx.images-amazon.com/images/I/61okEofPHIL.jpgFellout a ra dezhañ testenniañ eus e relijion nevez gant ar bladenn « Slow Train Coming »., ur bladenn lipet brav, produet gant daou bilier eus ar sonerezh soul ,Barry Beckett ha Jerry Wexler. gant Mark Knopfler ha Pick Withers, nevez merzet gantañ er strollad nevez Dire Straits. An droiad a ziaraog ar bladenn en em dreuzfurm e sermonioù e lec’h ma tag an arvesterien hag ar rock e servij an diaoul !

E 1983 e paouez gant ar gristeniezh evit distreiñ da demoù ar judaism er bladenn « Infidels », ur Judaz a lâran deoc’h !

Partager cet article
Repost0
28 octobre 2013 1 28 /10 /octobre /2013 09:01

http://userserve-ak.last.fm/serve/_/25718699/Lou+Reed+lou2.jpg

Setu ur steredenn all he deus paouezet da lugerniñ e bali an neñv ar rock dec'h. Pa soñjer mat eo souezhus m'he defe skedet ken pell ken diroll eo bet buhez Lou Reed. Lakaet en do e gaou kaner "I 'm waiting for my man" (a dealer) hag "Heroin" ger-stur ar rock "bevañ buan ha mervel yaouank" p'eo marv da 71 vloaz.

Bras eo bet levezon ar Velvet Underground ha Lou Reed. Heptañ ne vefe ket bet a "Ziggy Stardust" da skouer. David Bowie an hini eo, anaoudek, en doa broudet ha produet pladenn gentañ Lou Reed dindan e anv "Transformer"

Gwir eo em boa, ouzhpenn ur bam evit lod eus e donioù, e vouezh hag e dudenn, ur seurt teneridigezh en e geñver abaoe m'em boa lennet e oa bet tretet gant stroñsoù tredan en e youankiz war c'houlenn e dud, peogwir e soñje dezho e oa heñvelreviad, hag o c'houzout e oa distroet da vevañ e ti e dud p'en doa kuitaet ar Velvet.

N'on ket a-du gantañ pa zisklerie "Ne soñj ket din e tlefer aotreañ ar Saozon da seniñ rock. Bez e tlefer difenn outo touch gitaroù. Iskis eo an Amerikaned, ne selaouont ket ar strolladoù amerikan met sot int gant ar strolladoù saoz. Padal, evit pep strollad saoz ez eus daou vil amerikan oc'h ober dres ar memes tra met gwelloc'h".

A, sapre Lou Reed, ne oas ket brudet evit da fent koulskoude. Aet out bremañ ha dec'h ne oa ket ur "Perfect day". Ale, lakaat a ran "Sweet Jane" war an troer-pladennoù, un ton savet ganit met sonet gant ar Velvet e 1970, p'az poa dija kuitaet ar strollad, un ton o doa "spazhet", o skarzhañ ul lodenn eus da sonaozadenn, un ton adkemeret ganit da heul, evit hor brasañ plijadur.

 

 

Partager cet article
Repost0
24 octobre 2013 4 24 /10 /octobre /2013 11:10

 

 

D'ar sadorn 6 a viz Kerzu 1969 e Altamont, California, e voe sinet hun kriz an huñvre hippie. Padal e tlee ar festival aozet gant The Grateful Dead ha The Rolling Stones bezañ "prof Nedeleg hag Hanoukkah graet gant the Stones ha strolladoù all d'ar yaouankiz amerikan" hervez John Ellsworth Jaymes, promotour troiad strollad Mick Jagger.

Brokus e oa ar menoz : goude Monterey ha Woodstock, aozañ ur festival rock digoust evit lidañ fin ar bloavezh er West Coast. War ar roll : the Grateful Dead evel-just, Jefferson Airplane, Santana, Crosby, Stills, Nash & Young, The Flying Burrito Brothers ha The Rolling Stones oc'h echuiñ o zroiad dre ar Stadoù Unanet. Hogen loc'hañ a ra an traoù a-dreuz adalek an derou.

Daou zevezh a-raok an darvoud e klask c'hoazh an aozerien ul lec'h dereat evit degemer 300 000 arvester, ar Golden Gate Park o vezañ re vihan eo dilec'hiet ar festival buan-ha-buan war un dachenn stock-car e Alameda County, e norzh California. N'eo ket dreist al lec'h, diaes da dizhout (stanket e voe an hentoù war gilometradoù) ha lies e teu da vezañ ar c'hudennoù teknikel, an hini gentañ o vezañ pelec'h lec'hiañ al leurenn. Abalamour d'un diouer a amzer evit kas an dafar ret, ne vo ket uhelaet, en em gavout a ra neuze an arzourien kazi a-live gant an arvesterien. Goulenn a ra neuze Sam Cutler, manager The Stones, ma vefe kreñvaet ar surentez ha kinnig a ra ma vefe paeet Hells Angels ar c'hornad evit hen ober. Evit o digoll e vin paeet 500 $ treuzfurmet e fustoù bier.

 

 

Trenkañ a ra an darempredoù adalek an derou etre an arvesterien, difoñset evit lodenn vrasañ anezho, hag an Hells Angels ha ne raio nemet kreskiñ a feur ma evo ar bikers. Emgannoù a zo, skoet eo Marty Balin,  kaner Jefferson Airplane, gant ur biker, resev a ra Denise Jewkes, kanerez The Ace of Cups, ur voutailh en he fas. Neuze e nac'h Grateful Dead seniñ met The Stones a soñj dezho ne rafe nemet gwashaat an traoù ma ne sonfent ket. Koulskoude o doa bet tro da dañva an aergelc'h, taget e oa bet Jagger gant un arvester mezv a boan diskennet eus ar viñsaskell.

Pignat a ra The Stones war al leurenn hag e krogont o set met ret eo dezho chom a -sav e-kreiz "Sympathy for the devil" evit klask sioulaat an engroez. En aner, betek ar gwallzarvoud mantrus filmet gant kameraioù an daou gelaouaer Albert ha David Maysles, a savo da heul ar film "Gimme shelter" : Meredith Hunter, un den yaouank du, 18 vloaz, a zo skoet ha roet taolioù kontell dezhañ gant an Hells Angels, unan anezho en defe gwelet an den yaouank o tennañ un arm hag o vukañ anezhañ war-zu al leurenn. Ne vo ket adkavet an arm hag Alan Passaro, an angel en doa roet an taolioù kontell a vo laosket da vont evit difenn reizh.

 

 

4 den marv a vo kontet pa vo graet bilañs ar festival, daou arvester flastret gant ur blenier difoñset, hag unan all beuzet en ur san dourañ. "The dream is over" a zisklerio John Lennon un nebeut mizvezhioù goude, aterset war an afer.

 

N'eus ket bet kalz kanaouennoù gouestlet da dradejienn Altamont, "Transmaniacon MC" gant Blue Oyster Cult, pe "New Speedway Boogie" gant the Grateful Dead, met e 2004 e embann ar strollad aostralian Black Cab ar bladenn "Altamont Diary", evit dezrevell an darvoudoù en ur enbarzhañ mouezhioù arvesterien pe ganerien (Jerry Garcia, klevet o lâret hag adlâret "Really ? O man, really ?"). Iskis a-walc'h eo met plijus da selaou.

 

 

http://cdn-images.deezer.com/images/cover/3177155ffd88de85890fc68e4261dab4/300x300-000000-80-0-0.jpg

Partager cet article
Repost0
29 juillet 2013 1 29 /07 /juillet /2013 13:12

74 vloaz e oa J.J. Cale, ha trist on bet o klevout e varv d'ar gwener 26 a viz Gouere en nozvezh. Leuskel a ra "al lezireg" (e lezanv, diaes ma oa e vroudañ da guitaat e mobil-hom en Oklahomahttp://perso.numericable.fr/~clementb/vinyl/jaquette/J%20J%20CALE%20Shades.jpg evit mont da seniñ, ur mare zo bet) 16 albom studio etre 1971 ha 2009. N'em eus nemet unan anezho em dastumadeg pladennoù ("Shades" diazezet he c'holo war hini ur pakad Gitanes) met plijout a rae din e "laid back" en deus levezonet kement Clapton pe Mark Knopfler (al "laid back", e sonerezh, eo ur ger o tont eus ar jazz, termeniñ a ra un doare cool da seniñ, un tamm daleet e-keñver al lusk, hep na vefe gorrek evit-se). A-drugarez da Glapton eo deuet J.J. Cale da vezañ brudet goude m'en defe hemañ adkemeret "After midnight" e 1970 pe "Cocaine" e 1977. Ne blije ket dezhañ bezañ aterset met e unan eus e atersadennoù diwezhañ e c'houlenne ur c'hazetenner digantañ ha diaes e oa gant an amzer sevel pladennoù nevez. Respontet en doa n'en doa ket soñj mat-tre penaos e oa bet savet ar re gentañ met  luziañ a rae teknikoù nevez an enrollañ e vuhez dezhañ. Hag evit ar pezh a denne d'e bladenn garetañ ne oa ket evit respont... (Er c'heleier disadorn e veze komz dioutañ met skignet e veze "Cocaine" sonet gant Clapton, ne soñj ket din e vefe bet feuket, diskleriet en doa : "Me 'blij din seniñ met n'eo ket en ur seniñ e paeez da lojeiz, kavout a ran gwelloc'h skrivañ kanaouennoù, arzourien gwelloc'h evidon zo evit o c'hanañ"). Uvel a lâran deoc'h.

 

 

Partager cet article
Repost0
6 juillet 2013 6 06 /07 /juillet /2013 10:59

Setu mare ar festivalioù o kregiñ, dizale e vo gwelet ar steutadoù dirak an tavarnioù, ar http://www.jmeshel.com/wp-content/uploads/2012/10/monterey-international-pop-festival-I.jpgprivezioù sec'h, pe ar werzhourien skornennoù (ret eo din anzav e oan bet skoet e Hellfest dirak ar Vikinged o c'hortoz o skornenn italian vanilha-sivi), ar mare d'am meno da zistreiñ war ar festival etrevroadel kentañ  e istor ar rock, lid ar yaouankiz hag ar Rock 'n Roll; Monterey e mezheven 1967, e norzh ar California.

Pa seller a dostoc'h eo bet trankilik a-walc'h ar festival : hervez ar priziadennoù e vefe bet etre tregont ha kant mil den, eizh mil anezho nemetken o kaout un azezenn. Dister e oa an aozadur pa geñverier gant ar festivalioù a-vremañ : pemp konsert e daou zevezh hanter : lodenn vrasañ an arzourien o vezañ deus ar c'horn-bro.

Daoust d'an diouer a staliadurioù a-feson (evel er festivalioù a heulio), da vezañs splann ar polis ha d'ur priz mont-e-barzh etre 3 ha 6,50 $, ne voe nag a emgannoù, nag a c'halv d'an dispac'h. Sioul e oa ar spered, "sonerezh, karantez ha bleunioù" a oa skrivet war giton bras al leurenn, hag adalek an eil devezh e teuzas an niver a boliserien.

Kavout a reer er festival kentañ-mañ an holl duioù pozitivel ha negativel eus ar rock : hunvreoù ha startijenn ar yaouankiz met ivez ur sell kenwerzhour gant an aozerien.

 

Stank e oa ar soñjoù war an doareoù nevez da vevañ e San Francisco, kêr dostañ ouzh Monterrey e kreiz ar bloavezhioù 60. Ur spered frankiz a rene en aer, c'hwezhet gant "Emsav ar gomz dieubet" war gampus skol-veur Kalifornia ha gant an drammoù "a zigore ar sant", harpet gant strolladoù psikedelik evel Gratefeful Dead, Jefferson Airplane ha country Joe and the Fish, strolladoù a sone ingal er "be-ins" (emvodoù hippies) aozet e bae San Francisco. E pep lec'h e komzed eus "Hañvezh ar garantez", e pep lec'h e oa ar sonerezh ar benveg a servijfe da skubañ ar bed kozh...

 

Kinniget eo bet gant Monterey an dibab brasañ a stiloù sonerezh a oa tu kaout d'ar c'houlz-se : soul, boogie, folk, folk-rock, acid-rock, blues ha sonerezh indian Ravi Shankar, ha soñjet eo bet adalek an derou evel un darvoud mediaouek : implijet e voe adalek an derou Derek Taylor, un den karget eus ar bruderezh e skipailh ar Beatles, kaset e voe tikidi digoust d'an holl gazetennerien hen c'houlenne (mil daou c'hant tiked), raksoñjet e oa bet enrollañ an abadennoù ha prenet e oa bet en a-raok ar film hag ar gwirioù skignañ evit 300 000 $ gant ar chadenn ABC : bez e tlefe an dud klevout komz eus ar festival en ur gazetenn bennak !

b70-11615.jpeg

Soñj ar festival a vleunias e penn daou zen : Ben Sharipo, un impresario, hag Alan Pariser, ur promotour. Gant skoazell Derek Taylor, karget eus ar brudañ, e kejjont gant John Philips, leader "The Mamas and the Papas" ("If you're going to San Francisco, be sure to wear some flowers in your head...", tub ar bloavezh 67), asantiñ a reas hemañ da gemer perzh gant ma ne vefe pal kenwerzhel ebet gant ar festival, ar pezh a voe asantet gant an aozerien. Kemenn a reas Derek sf-aa006_haight_g_20091104181059.jpgTaylor e yafe gounidoù ar festival d'an Diggers, aozadur skoazell sokial hippies San Francisco : ur gevredigezh a sikoure ar c'hantadoù a dud yaouank oc'h erruout bemdez e California, goullo o chakodoù, hep boued na labour. Spontañ a reas kuzul-kêr Monterey dirak gweledigezh miliadoù hippies marnaoniet o teredek, un emzalc'h taer hag hudur ganto, dindan levezon an drammoù. Sioulet e voent kerkent gant an aozerien a zisklerias neuze ne vefe ket adroet ar gounidoù d'ur gevredigezh hippie, ne oa ket bet pedet ar strolladoù a c'halve d'an dispac'h, ar familhoù a oa ar pal, ha skarzhet e vefe kerkent diouzh al leurenn ar re a glaskfe isañ an arvesterien.

Ma oa sioulet ar c'huzul-kêr e savas droug er Diggers evel e meur a strollad, goulennet diganto seniñ digoust (just o frejoù goloet) pa oa bet traolet ar frejoù kentañ (50 000 $) abaoe pell. Ouzhpenn, o verzout e vefe niverusoc'h an arvesterien eget ar seizh mil pemp kant plas, e oa e soñj an aozerien goulenn d'an dud paeañ 1 $ an antre el lec'hioù hep azezenn.

http://www.rewards-insiders.marriott.com/servlet/JiveServlet/downloadImage/2-48621-4284/338-234/pop.jpg http://www.reductiondesrisques.fr/annecoppel/images/stories/monterey_1967.jpg

Klasket e voe gant impresario ar Grateful Dead aozañ un enep-festival digoust met ne zeuas ket a-benn. A benn ar fin e voe adroet lodenn vrasañ ar gounidoù eeun, war-dro 200 000 $, da aozadurioù karitez dibabet gant an aozerien : d'ar yalc'had studioù krouet e koun Sam Cooke gant Jerry Wexler, eus Atlantic Records, da laz-seniñ sinfonek Monterey, d'ur font evit prenañ gitaroù da vugale zu Harlem, ha da glinikenn digoust Los Angeles.


http://classicrockreview.files.wordpress.com/2007/01/jimi-hendrix-live-at-monterey-417740.jpg

Un digarez e voe Monterey da vrudañ meur a arzour, evel Janis Joplin, The Who o tistruj o binvioù, pe daou zen all dianav d'ar publik gwenn : Hendrix o fouzhañ gant e c'hitar, hag Otis Redding o komz e anv ar boblad du hag o c'houlenn d'an arvesterien ha karantez gwirion a zo etre an dud.

E-touez ar re a zeuas da vezañ brudet a-drugarez d'ar festival e voe trenk an disoc'h : Mervel a reas Joplin  e Here 1970 eus un overdoz, Hendrix beuzet en e zislonkadenn, Otis Redding en ur gwallzarvoud nijerez, Al Wilson, kaner Canned Heat, eus un overdoz ivez.. Hag erfin, Brian Jones hag en doa kinniget Hendrix war al leurenn,  a varvas beuzet !

 

Setu petra voe Monterey : kejadenn ar sonerezh hag an interestoù kenwerzhel (gwirioù tele, kevratoù gant an tiez-embann...). Reiñ a reas menozioù da dud all, soñjal a reer holl e Woodstock evel-just, met soñjal a ran ivez en Erer Kozh,ur gouel mignoned deuet da vezañ ur c'heflusker ekonomikel e Kreiz-Breizh. Pell e vezer amañ eus spered promotourien festival Monterey.

 

 

 


Partager cet article
Repost0
19 juin 2013 3 19 /06 /juin /2013 10:15

http://userserve-ak.last.fm/serve/500/20170881/Neil+Young++Crazy+Horse.jpg http://www.uncut.co.uk/sites/default/files/imagecache/article/2012/12/crazyhorse070812w0.jpg

 

1) E oad ? Seurt goulenn a glever atav pa 'z eer da welout ar re a sone dija a-raok Woodstock, neuze, setu ar respont : 67 vloaz.

2) Woodstock just a-walc'h : gallout a reoc'h adsellout ar film, ne weler ket anezhañ, nac'het en doa bezañ filmet, ne oa nemet "bullshit" evitañ. Goulennet en deus ma vefe cheñchet an dalenn pa bigne war al leurenn gant Crosby, Stills and Nash evit nompas bezañ gwelet, ha ma vefe adkempennet ar vandenn-son evit ma ne vefe ket klevet e anv.

3) Pa oa yaouank e felle dezhañ mont d'ul lise labour-douar ha sevel yer (Neil young, kevezer Doux ?!) betek ma klevfe Elvis Presley...

4) Pa guita Toronto evit Los Angeles e vlegn ur c'harr-kañv e-pad tri mil kilometr gant ar soñj adkavout Stephen Stills en doa kejet outañ en ur c'hlub eus an Ontario.

5) Sevel a ra Buffalo Springfield e 1966 gant Stephen Stills, goude bezañ adkavet anezhañ dre zegouezh en ur c'hroashent. Dont a ra anv ar strollad eus un tourter a stanke ar gweled dezho war Fountain Avenue.

 

 

6) Epileptek eo Neil Young, E fallaenn wirion gentañ en doa bet war al leurenn gant Buffalohttp://www.recordsale.de/cdpix/n/neil_young_the_shocking_pinks-everybodys_rockin.jpg Springfield. Bremañ e oar merañ ar gudenn.

7) E 1985 e teu 'maez "Old Ways", ur bladenn liv ar country warni. Kas a ra e di-pladennoù anezhañ dirak al lez-varn. Rebech a ra outañ ober pladennoù na sonont ket evel Neil Young. (A-raok en doa embannet "Trans", ur bladenn electro da zisoñjal buan d'am meno ha "Everybody 's rockin'", ur bladenn rockabilly).

8) En e emvuhezskrid e tiskler Neil Young a-zivout ar bladenn "Trans", pladenn e-lec'h ma implij ur vocoder war meur a ganaouenn, e felle dezhañ implijout ur mekanik evit diskouez ar pezh a c'hell gouzañv e vab Ben hag a zo nammet bras.

8) Goude bezañ renket e gudennoù gant an ti-pladennoù Geffen Records e embann, e 1989, ar ganaouenn "Rockin' in a free world", trawalc'h eo selaou ar pozioù ha sellout Neil Young o kanañ anezhi evit ar wezh kentañ e "Saturday night live " evit kompren perak eo deuet da vezañ haroz hag awen ar grunge.

 

 

10) Erfin, pa dostao ar mare d'e welout war al leurenn e c'houlennoc'h marteze hag aon en deus a-raok en em ginnig dirak ur mare a dud. Ne blij ket dezhañ pa vez re a dud en e logell. D'ar c'houlz-se e ya er sal-gibell, leuskel a ra dour ar stinkadenn da redek, tommañ a ra e vouezh hag en em serriñ a ra warnañ e-unan, evel e-kreiz ul lid indian.

 

Ma fell deoc'h gouzout pelloc'h e alian deoc'h lenn niverenn "Les Inrocks2" gouestlet dezhañ, e gwerzh er mare-mañ.http://www.ouifm.fr/wp-content/uploads/2013/05/inrocks-2-neil-young.jpg Evidon e chom ar bladenn "Everybody knows this is nowhere" an hini wellañ e-touez e 37 albom studio, marteze peogwir e oa ganti em boa dizoloet al loner pa oan 15 vloaz ha n'en deus ket an arzour kuitaet ma divskouarn abaoe, o terc'hel ar plas kentañ evit an niver a bladennoù em dastumadeg pladennoù, heuliet gant Magma ha Stivell, penaos e lavarer "eklektik" e brezhoneg ?

 

E-touez e bladennoù "iskis", an hini a blij din ar muiañ eo "Neil Young and the Bluetones - This note 's for you").

 

Partager cet article
Repost0
30 avril 2013 2 30 /04 /avril /2013 10:12

Ur c'haner, saver-tonioù jazz ha rhythmn and blues ha soner piano ha taboulin eo Tiny Bradshaw. Kregiñ a ra da seniñ e strolladoù swing adalek ar bloavezhioù 30 evit mont war-zu ar rythmn and blues er bloavezhioù 40. E 1951 e ra berzh gant un ton liv ar Rock 'n Roll gantañ : "Train kept a rollin'", daoust ma santer levezon ar big band a-dreñv.

 

 

1956, pemp bloaz war-lerc'h nemetken, met nag a hent etretant : tarzhet he deus feulster Little Richard, deuet eo Gene Vincent war-wel gant ur vouezh n'eo ket ken lipet hag hini Elvis (met pebezh rythmic gant The Blue Caps), berzh a ra Johnny Burnette gant e gempennadur eus ton Tiny Bradshaw : ha padal petra zo boutin d'an daou ? Deuet eo ar marc'h du da vezañ ur stlejerez hag a skuilh pep tra dirazi ! Ha pebezh son gant ar gitaroù ! Amañ e santer ar bad boy o tiskouez beg e fri !

 

 

Derou ar bloavezhioù 60, mervel a ra ar Rock 'n Roll er Stadoù Unanet, bet eo Elvis en arme, distreiñ a ra evit enrollañ "Are you lonesome tonight ?" evit ober plijadur da wreg ar c'holonel Parker, e vanager : ur crooner e teu da vezañ, digor bras dorioù Hollywood dezhañ. Treizhañ a ra araogerien ar rock hag ar bluesmen du ar Meurvor Atlantel evit kavout un eil yaouankiz ha levezoniñ krennarded Breizh-Veur. Gant ton ar Yardbirds e weler gwriziennoù ar blues adarre ha mare ar Gitar-heroes o c'henel.

 

 

Atav buanoc'h-buanañ, atav uheloc'h-uhelañ ! Bez zo tonioù evel-mañ hag a dreuz ar bloavezhioù hep roufenniñ, o vont gant ar c'hiz. "Train kept a rollin'" a vo un ton brudet gant Aerosmith ivez e 1974 hag un nebeut bloavezhioù goude gant Motörhead :

 

 

Erfin, met piv'oar n'eo ket echu, setu Jeff Beck, Jimmy Page, Ron Wood, Joe Perry ha Metallica,o tougen bri d'ar Rock 'n Roll !

 

Partager cet article
Repost0
6 avril 2013 6 06 /04 /avril /2013 09:39

N'on ket arbennik war sonerezh Breizh (n'on arbennik war netra e gwirionez !), met evel ar blues e oa ar gwerzioù troet muioc'h war darvoudoù lec'hel kentoc'h eget war darvoudoù ar bed zoken ma klever bremañ gwerzioù troet war gudennoù kevredigezhel evel da skouer "Geotenn ar marv" gant Denez Prigent a-zivout al labour-douar transgenek.

 

http://follenn.chez.com/Penarun_WEB.jpg

N'eus ket kement-se a skouerioù en dremened, ar pezh a lak heverk gwerzioù Nicolas Pennarun (1871-1919) : "Gwerz an Titanic" hag "An dislonk-tan" (gwerz ar Montagne Pelée), pe "Son nevez war sujet bro an aour anvet ar C'haliforni" (oberour dizanv). Skouerioù all ha titouroù liesseurt a c'helloc'h kavout war al lec'hienn "Follenn" link.

 

Heverk eo ivez tonioù blues Lead Belly,unan eus "gwriziennoù ar blues" a save tonioù blues pe folk a zibasee harzoù ar parkeier kotoñs pe buhez an hobos evit komz eus Hitler, pe adalek 1912 eus an Titanic. Evit bezañ resisoc'h e kont ar ganaouenn eo bet difennet da Jack Johnson, kampion ar bed boks kentañ du e groc'hen, da bignat e-bourzh an Titanic, war-zigarez ne dreuzdouged ket glaou e-bourzh al lestr. "The titanic" a zo deuet da vezañ unan eus ar c'hanaouennoù kentañ a-enep ar gouennelouriezh.

 

 

M'eo bet anavezet Lead Belly ez eo a-drugarez da John hag Alan Lomax (an tad hag ar mab) ohttp://farm7.static.flickr.com/6100/6332289980_9ca1e0cb06.jpg doa enrollet anezhañ e 1933 gant ur sonenroller hezoug e toull-bac'h Angola e Louiziana, e lec'h ma oa goude bezañ roet un taol kontell d'un den gwenn en un emgann. Ne oa ket ar wezh kentañ dezhañ anavezout ar prizon. Kondaonet e oa bet dija e 1918 da 20 vloaz toull-bac'h, goude bezañ lazhet ur c'henseurt dezhañ abalamour d'ur vaouez. D'ar c'houlz-se, e prizon Houston, e Texas, e savo ar ganaouenn "Midnight special", o venegiñ un tren o tremen e-kichen an ti-kastiz. Adkemeret e vo bloavezhioù war-lerc'h gant Creadence Clearwater Revival.

 

Dieubet e oa bet goude 7 bloaz, goude bezañ savet ur ganaouenn kaset da governor Texas,http://news.emory.edu/slideshows/african_american_photo_collection/slideshow-6.jpg e-lec'h ma c'houlenne digantañ da gaout madelezh en e-geñver, o c'houzout e oa don feiz ar governor. (Hervez al levr "The life and legend of Leadbelly" e pede ingal ar governor mignoned da biknikoù war letonenn ar prizon evit selaou LeadBelly o kanañ evit ar brizonidi all d'ar sul). Deuet e oa mat gant pennoù ar prizon evel m'hen diskouez al luc'hskeudenn-mañ eus 1915.

Pa voe dizoloet gant ar re Lomax, (deuet e oant evit enrollañ "Negro work songs") ha goude m'o defe enrollet ur c'hantad kanaouennoù en ti-kastiz, e sav ar re-mañ ur skrid-goulenn evit ma vefe dieubet. Kaset eo ar sinadeg d'ar governor staget ouzh ur bladenn gant an ton "Goodnight Irene", deuet da vezañ abaoe ur standard folk.

Ur wezh dieubet e ped ar re Lomax Lead Belly da ganañ e New York. Komz a reer kalz er c'helaouennoù eus "ar morian fall deuet da vezañ un troubadour mat". Kenderc'hel a rayo da ganañ betek fin e vuhez e 1949, ha da gaout kudennoù gant ar justis evel p'en em ganne peogwir e oa difennet dezhañ antreal en tavarnioù abalamour da liv e groc'hen.

Laosket en deus deomp ur ganaouenn vrudet all, kanet gantañ met o tont sur-a-walc'h eus ur c'han-arme en XVIIIvet : "Black Betty". Ur wezh klevet ton Lead Belly e tiviz ar gitarour Bill Bartlett sevel ur strollad a-ratozh evit seniñ anezhañ, ha setu penaos eo ganet ar strollad Ram Jam hag en deus graet berzh e 1977.

 

Partager cet article
Repost0
23 mars 2013 6 23 /03 /mars /2013 11:31

 

Bezomp sklaer, evit lodenn vrasañ ac'hanomp, me an hini kentañ, n'eo Johnny Kidd nemet un anv meneget e kanaouenn Bashung "Gaby, Oh Gaby" :

 

...En r'gardant les résultats d'son check-up

Un requin qui fumait plus a rallumé son clope,

Ca fait frémir, faut savoir dire stop.

Tu sais, tu sais, c'est comme ce type qui voudrait qu'je soigne

Et qu'abandonne son cleps au mois d'août en Espagne,

J'sens comme un vide, remets moi Johnny Kidd...


C'hoazh un den chomet dianavezet e istor ar Rock 'n Roll, d'an nebeutañ evit ar re zo nebeutoc'h evit tri-ugent vloaz, pe n'int ket sot-pitilh gant ar rockabilly. Ha padal, padal, pajohnny-kidd-the-pirates-band.jpg furcher e tizoloer eo Johnny Kidd un diaraoger eus ar Rock 'n Roll e Breizh-Veur, evit nompas lavarout ar strollad rock kentañ e Breizh-Veur : "Please don't touch" eo o zub kentañ e 1959 a-raok "Shakin' All Over" e 1960, deuet da vezañ ur standard adkemeret gant The Who, The Yardbirds, pe c'hoazh Iggy Pop. Siwazh evit Johnny Kidd hag e Vorlaeron (Treuzwisket e oant evel-mañ pa rae berzh ar filmoù morlaeron d'ar c'houlz-se), e welo Liverpool, e 1962, ganedigezh ur strollad pevar den yaouank a skubo lestr ar vorlaeron diwar ar gwagennoù.

Haroz milliget all ar Rock 'n Roll e varvo e 1966 en ur gwallzarvoud karr-tan hep na vefe bet embannet ur 33 tro en e vev.

vince taylorEvit ar pezh a sell ouzhin n'em boa ket soñj eus Johnny Kidd met pa oan bihan e chomen bamet dirak skeudennoù Vince Taylor gant e chupenn-ler hag e chadenn aour : ar bad boy en e vravañ ! Hemañ n'en do e red-micher nemet e Bro-C'hall koulz lavaret, met leuskel a rayo ivez ur standard adkemeret diwezhatoc'h gant The Clash "Brand New cadillac" !

 

Partager cet article
Repost0
7 mars 2013 4 07 /03 /mars /2013 20:34

Dec'h, e Bro-Spagn da 68 vloaz, eo marv Alvin Lee, Lead guitar ar strollad Ten Years After, deuet da vezañ brudet-kenañ da heul Woodstock. An hini a oa lezanvet e Bro-C'hall "ar gitarour a son buanoc'h evit e skeud" en doa anzavet e oa skuizh un tammig gant arvesterien ne c'hortozent d' e berzh nemet ma sonfe buan ha pell. Etre 1968 ha 1974 (ar bloavezh m'en doa splittet ar strollad, ken bras e oa an dizemglev etrezañ ha peurrest ar strollad, e vreur en o zouez) e oa bet Ten Years After ur strollad meur e istor ar blues rock, o leuskel meur a bladenn ha gant an doubl pladenn "Ten Years After live in europe" un testenni a-feson. Adsavet e voa ar strollad e 1988 evit un droiad nevvez met nac'h a reas Alvin Lee adkemer perzh er strollad en-dro e 2001 pa voe adsavet adarre.

 

Partager cet article
Repost0