Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
30 avril 2013 2 30 /04 /avril /2013 10:12

Ur c'haner, saver-tonioù jazz ha rhythmn and blues ha soner piano ha taboulin eo Tiny Bradshaw. Kregiñ a ra da seniñ e strolladoù swing adalek ar bloavezhioù 30 evit mont war-zu ar rythmn and blues er bloavezhioù 40. E 1951 e ra berzh gant un ton liv ar Rock 'n Roll gantañ : "Train kept a rollin'", daoust ma santer levezon ar big band a-dreñv.

 

 

1956, pemp bloaz war-lerc'h nemetken, met nag a hent etretant : tarzhet he deus feulster Little Richard, deuet eo Gene Vincent war-wel gant ur vouezh n'eo ket ken lipet hag hini Elvis (met pebezh rythmic gant The Blue Caps), berzh a ra Johnny Burnette gant e gempennadur eus ton Tiny Bradshaw : ha padal petra zo boutin d'an daou ? Deuet eo ar marc'h du da vezañ ur stlejerez hag a skuilh pep tra dirazi ! Ha pebezh son gant ar gitaroù ! Amañ e santer ar bad boy o tiskouez beg e fri !

 

 

Derou ar bloavezhioù 60, mervel a ra ar Rock 'n Roll er Stadoù Unanet, bet eo Elvis en arme, distreiñ a ra evit enrollañ "Are you lonesome tonight ?" evit ober plijadur da wreg ar c'holonel Parker, e vanager : ur crooner e teu da vezañ, digor bras dorioù Hollywood dezhañ. Treizhañ a ra araogerien ar rock hag ar bluesmen du ar Meurvor Atlantel evit kavout un eil yaouankiz ha levezoniñ krennarded Breizh-Veur. Gant ton ar Yardbirds e weler gwriziennoù ar blues adarre ha mare ar Gitar-heroes o c'henel.

 

 

Atav buanoc'h-buanañ, atav uheloc'h-uhelañ ! Bez zo tonioù evel-mañ hag a dreuz ar bloavezhioù hep roufenniñ, o vont gant ar c'hiz. "Train kept a rollin'" a vo un ton brudet gant Aerosmith ivez e 1974 hag un nebeut bloavezhioù goude gant Motörhead :

 

 

Erfin, met piv'oar n'eo ket echu, setu Jeff Beck, Jimmy Page, Ron Wood, Joe Perry ha Metallica,o tougen bri d'ar Rock 'n Roll !

 

Partager cet article
Repost0

commentaires

K
Desmond Dekker, ar strollad jamaikan kentañ oc'h ober berzh er States !
Répondre
S
Kompren ar Reggae 69 gant un ton !<br /> http://www.youtube.com/watch?v=m5v0DGekcFc
Répondre