Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
19 juin 2013 3 19 /06 /juin /2013 10:15

http://userserve-ak.last.fm/serve/500/20170881/Neil+Young++Crazy+Horse.jpg http://www.uncut.co.uk/sites/default/files/imagecache/article/2012/12/crazyhorse070812w0.jpg

 

1) E oad ? Seurt goulenn a glever atav pa 'z eer da welout ar re a sone dija a-raok Woodstock, neuze, setu ar respont : 67 vloaz.

2) Woodstock just a-walc'h : gallout a reoc'h adsellout ar film, ne weler ket anezhañ, nac'het en doa bezañ filmet, ne oa nemet "bullshit" evitañ. Goulennet en deus ma vefe cheñchet an dalenn pa bigne war al leurenn gant Crosby, Stills and Nash evit nompas bezañ gwelet, ha ma vefe adkempennet ar vandenn-son evit ma ne vefe ket klevet e anv.

3) Pa oa yaouank e felle dezhañ mont d'ul lise labour-douar ha sevel yer (Neil young, kevezer Doux ?!) betek ma klevfe Elvis Presley...

4) Pa guita Toronto evit Los Angeles e vlegn ur c'harr-kañv e-pad tri mil kilometr gant ar soñj adkavout Stephen Stills en doa kejet outañ en ur c'hlub eus an Ontario.

5) Sevel a ra Buffalo Springfield e 1966 gant Stephen Stills, goude bezañ adkavet anezhañ dre zegouezh en ur c'hroashent. Dont a ra anv ar strollad eus un tourter a stanke ar gweled dezho war Fountain Avenue.

 

 

6) Epileptek eo Neil Young, E fallaenn wirion gentañ en doa bet war al leurenn gant Buffalohttp://www.recordsale.de/cdpix/n/neil_young_the_shocking_pinks-everybodys_rockin.jpg Springfield. Bremañ e oar merañ ar gudenn.

7) E 1985 e teu 'maez "Old Ways", ur bladenn liv ar country warni. Kas a ra e di-pladennoù anezhañ dirak al lez-varn. Rebech a ra outañ ober pladennoù na sonont ket evel Neil Young. (A-raok en doa embannet "Trans", ur bladenn electro da zisoñjal buan d'am meno ha "Everybody 's rockin'", ur bladenn rockabilly).

8) En e emvuhezskrid e tiskler Neil Young a-zivout ar bladenn "Trans", pladenn e-lec'h ma implij ur vocoder war meur a ganaouenn, e felle dezhañ implijout ur mekanik evit diskouez ar pezh a c'hell gouzañv e vab Ben hag a zo nammet bras.

8) Goude bezañ renket e gudennoù gant an ti-pladennoù Geffen Records e embann, e 1989, ar ganaouenn "Rockin' in a free world", trawalc'h eo selaou ar pozioù ha sellout Neil Young o kanañ anezhi evit ar wezh kentañ e "Saturday night live " evit kompren perak eo deuet da vezañ haroz hag awen ar grunge.

 

 

10) Erfin, pa dostao ar mare d'e welout war al leurenn e c'houlennoc'h marteze hag aon en deus a-raok en em ginnig dirak ur mare a dud. Ne blij ket dezhañ pa vez re a dud en e logell. D'ar c'houlz-se e ya er sal-gibell, leuskel a ra dour ar stinkadenn da redek, tommañ a ra e vouezh hag en em serriñ a ra warnañ e-unan, evel e-kreiz ul lid indian.

 

Ma fell deoc'h gouzout pelloc'h e alian deoc'h lenn niverenn "Les Inrocks2" gouestlet dezhañ, e gwerzh er mare-mañ.http://www.ouifm.fr/wp-content/uploads/2013/05/inrocks-2-neil-young.jpg Evidon e chom ar bladenn "Everybody knows this is nowhere" an hini wellañ e-touez e 37 albom studio, marteze peogwir e oa ganti em boa dizoloet al loner pa oan 15 vloaz ha n'en deus ket an arzour kuitaet ma divskouarn abaoe, o terc'hel ar plas kentañ evit an niver a bladennoù em dastumadeg pladennoù, heuliet gant Magma ha Stivell, penaos e lavarer "eklektik" e brezhoneg ?

 

E-touez e bladennoù "iskis", an hini a blij din ar muiañ eo "Neil Young and the Bluetones - This note 's for you").

 

Partager cet article
Repost0

commentaires

D
Ur rebechig a netra 'm befe d'ober diwar-benn ar pennad: Re verr eo ;-)
Répondre