Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
29 juillet 2013 1 29 /07 /juillet /2013 13:12

74 vloaz e oa J.J. Cale, ha trist on bet o klevout e varv d'ar gwener 26 a viz Gouere en nozvezh. Leuskel a ra "al lezireg" (e lezanv, diaes ma oa e vroudañ da guitaat e mobil-hom en Oklahomahttp://perso.numericable.fr/~clementb/vinyl/jaquette/J%20J%20CALE%20Shades.jpg evit mont da seniñ, ur mare zo bet) 16 albom studio etre 1971 ha 2009. N'em eus nemet unan anezho em dastumadeg pladennoù ("Shades" diazezet he c'holo war hini ur pakad Gitanes) met plijout a rae din e "laid back" en deus levezonet kement Clapton pe Mark Knopfler (al "laid back", e sonerezh, eo ur ger o tont eus ar jazz, termeniñ a ra un doare cool da seniñ, un tamm daleet e-keñver al lusk, hep na vefe gorrek evit-se). A-drugarez da Glapton eo deuet J.J. Cale da vezañ brudet goude m'en defe hemañ adkemeret "After midnight" e 1970 pe "Cocaine" e 1977. Ne blije ket dezhañ bezañ aterset met e unan eus e atersadennoù diwezhañ e c'houlenne ur c'hazetenner digantañ ha diaes e oa gant an amzer sevel pladennoù nevez. Respontet en doa n'en doa ket soñj mat-tre penaos e oa bet savet ar re gentañ met  luziañ a rae teknikoù nevez an enrollañ e vuhez dezhañ. Hag evit ar pezh a denne d'e bladenn garetañ ne oa ket evit respont... (Er c'heleier disadorn e veze komz dioutañ met skignet e veze "Cocaine" sonet gant Clapton, ne soñj ket din e vefe bet feuket, diskleriet en doa : "Me 'blij din seniñ met n'eo ket en ur seniñ e paeez da lojeiz, kavout a ran gwelloc'h skrivañ kanaouennoù, arzourien gwelloc'h evidon zo evit o c'hanañ"). Uvel a lâran deoc'h.

 

 

Partager cet article
Repost0

commentaires