Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
6 juillet 2013 6 06 /07 /juillet /2013 10:59

Setu mare ar festivalioù o kregiñ, dizale e vo gwelet ar steutadoù dirak an tavarnioù, ar http://www.jmeshel.com/wp-content/uploads/2012/10/monterey-international-pop-festival-I.jpgprivezioù sec'h, pe ar werzhourien skornennoù (ret eo din anzav e oan bet skoet e Hellfest dirak ar Vikinged o c'hortoz o skornenn italian vanilha-sivi), ar mare d'am meno da zistreiñ war ar festival etrevroadel kentañ  e istor ar rock, lid ar yaouankiz hag ar Rock 'n Roll; Monterey e mezheven 1967, e norzh ar California.

Pa seller a dostoc'h eo bet trankilik a-walc'h ar festival : hervez ar priziadennoù e vefe bet etre tregont ha kant mil den, eizh mil anezho nemetken o kaout un azezenn. Dister e oa an aozadur pa geñverier gant ar festivalioù a-vremañ : pemp konsert e daou zevezh hanter : lodenn vrasañ an arzourien o vezañ deus ar c'horn-bro.

Daoust d'an diouer a staliadurioù a-feson (evel er festivalioù a heulio), da vezañs splann ar polis ha d'ur priz mont-e-barzh etre 3 ha 6,50 $, ne voe nag a emgannoù, nag a c'halv d'an dispac'h. Sioul e oa ar spered, "sonerezh, karantez ha bleunioù" a oa skrivet war giton bras al leurenn, hag adalek an eil devezh e teuzas an niver a boliserien.

Kavout a reer er festival kentañ-mañ an holl duioù pozitivel ha negativel eus ar rock : hunvreoù ha startijenn ar yaouankiz met ivez ur sell kenwerzhour gant an aozerien.

 

Stank e oa ar soñjoù war an doareoù nevez da vevañ e San Francisco, kêr dostañ ouzh Monterrey e kreiz ar bloavezhioù 60. Ur spered frankiz a rene en aer, c'hwezhet gant "Emsav ar gomz dieubet" war gampus skol-veur Kalifornia ha gant an drammoù "a zigore ar sant", harpet gant strolladoù psikedelik evel Gratefeful Dead, Jefferson Airplane ha country Joe and the Fish, strolladoù a sone ingal er "be-ins" (emvodoù hippies) aozet e bae San Francisco. E pep lec'h e komzed eus "Hañvezh ar garantez", e pep lec'h e oa ar sonerezh ar benveg a servijfe da skubañ ar bed kozh...

 

Kinniget eo bet gant Monterey an dibab brasañ a stiloù sonerezh a oa tu kaout d'ar c'houlz-se : soul, boogie, folk, folk-rock, acid-rock, blues ha sonerezh indian Ravi Shankar, ha soñjet eo bet adalek an derou evel un darvoud mediaouek : implijet e voe adalek an derou Derek Taylor, un den karget eus ar bruderezh e skipailh ar Beatles, kaset e voe tikidi digoust d'an holl gazetennerien hen c'houlenne (mil daou c'hant tiked), raksoñjet e oa bet enrollañ an abadennoù ha prenet e oa bet en a-raok ar film hag ar gwirioù skignañ evit 300 000 $ gant ar chadenn ABC : bez e tlefe an dud klevout komz eus ar festival en ur gazetenn bennak !

b70-11615.jpeg

Soñj ar festival a vleunias e penn daou zen : Ben Sharipo, un impresario, hag Alan Pariser, ur promotour. Gant skoazell Derek Taylor, karget eus ar brudañ, e kejjont gant John Philips, leader "The Mamas and the Papas" ("If you're going to San Francisco, be sure to wear some flowers in your head...", tub ar bloavezh 67), asantiñ a reas hemañ da gemer perzh gant ma ne vefe pal kenwerzhel ebet gant ar festival, ar pezh a voe asantet gant an aozerien. Kemenn a reas Derek sf-aa006_haight_g_20091104181059.jpgTaylor e yafe gounidoù ar festival d'an Diggers, aozadur skoazell sokial hippies San Francisco : ur gevredigezh a sikoure ar c'hantadoù a dud yaouank oc'h erruout bemdez e California, goullo o chakodoù, hep boued na labour. Spontañ a reas kuzul-kêr Monterey dirak gweledigezh miliadoù hippies marnaoniet o teredek, un emzalc'h taer hag hudur ganto, dindan levezon an drammoù. Sioulet e voent kerkent gant an aozerien a zisklerias neuze ne vefe ket adroet ar gounidoù d'ur gevredigezh hippie, ne oa ket bet pedet ar strolladoù a c'halve d'an dispac'h, ar familhoù a oa ar pal, ha skarzhet e vefe kerkent diouzh al leurenn ar re a glaskfe isañ an arvesterien.

Ma oa sioulet ar c'huzul-kêr e savas droug er Diggers evel e meur a strollad, goulennet diganto seniñ digoust (just o frejoù goloet) pa oa bet traolet ar frejoù kentañ (50 000 $) abaoe pell. Ouzhpenn, o verzout e vefe niverusoc'h an arvesterien eget ar seizh mil pemp kant plas, e oa e soñj an aozerien goulenn d'an dud paeañ 1 $ an antre el lec'hioù hep azezenn.

http://www.rewards-insiders.marriott.com/servlet/JiveServlet/downloadImage/2-48621-4284/338-234/pop.jpg http://www.reductiondesrisques.fr/annecoppel/images/stories/monterey_1967.jpg

Klasket e voe gant impresario ar Grateful Dead aozañ un enep-festival digoust met ne zeuas ket a-benn. A benn ar fin e voe adroet lodenn vrasañ ar gounidoù eeun, war-dro 200 000 $, da aozadurioù karitez dibabet gant an aozerien : d'ar yalc'had studioù krouet e koun Sam Cooke gant Jerry Wexler, eus Atlantic Records, da laz-seniñ sinfonek Monterey, d'ur font evit prenañ gitaroù da vugale zu Harlem, ha da glinikenn digoust Los Angeles.


http://classicrockreview.files.wordpress.com/2007/01/jimi-hendrix-live-at-monterey-417740.jpg

Un digarez e voe Monterey da vrudañ meur a arzour, evel Janis Joplin, The Who o tistruj o binvioù, pe daou zen all dianav d'ar publik gwenn : Hendrix o fouzhañ gant e c'hitar, hag Otis Redding o komz e anv ar boblad du hag o c'houlenn d'an arvesterien ha karantez gwirion a zo etre an dud.

E-touez ar re a zeuas da vezañ brudet a-drugarez d'ar festival e voe trenk an disoc'h : Mervel a reas Joplin  e Here 1970 eus un overdoz, Hendrix beuzet en e zislonkadenn, Otis Redding en ur gwallzarvoud nijerez, Al Wilson, kaner Canned Heat, eus un overdoz ivez.. Hag erfin, Brian Jones hag en doa kinniget Hendrix war al leurenn,  a varvas beuzet !

 

Setu petra voe Monterey : kejadenn ar sonerezh hag an interestoù kenwerzhel (gwirioù tele, kevratoù gant an tiez-embann...). Reiñ a reas menozioù da dud all, soñjal a reer holl e Woodstock evel-just, met soñjal a ran ivez en Erer Kozh,ur gouel mignoned deuet da vezañ ur c'heflusker ekonomikel e Kreiz-Breizh. Pell e vezer amañ eus spered promotourien festival Monterey.

 

 

 


Partager cet article
Repost0

commentaires