Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
6 avril 2013 6 06 /04 /avril /2013 09:39

N'on ket arbennik war sonerezh Breizh (n'on arbennik war netra e gwirionez !), met evel ar blues e oa ar gwerzioù troet muioc'h war darvoudoù lec'hel kentoc'h eget war darvoudoù ar bed zoken ma klever bremañ gwerzioù troet war gudennoù kevredigezhel evel da skouer "Geotenn ar marv" gant Denez Prigent a-zivout al labour-douar transgenek.

 

http://follenn.chez.com/Penarun_WEB.jpg

N'eus ket kement-se a skouerioù en dremened, ar pezh a lak heverk gwerzioù Nicolas Pennarun (1871-1919) : "Gwerz an Titanic" hag "An dislonk-tan" (gwerz ar Montagne Pelée), pe "Son nevez war sujet bro an aour anvet ar C'haliforni" (oberour dizanv). Skouerioù all ha titouroù liesseurt a c'helloc'h kavout war al lec'hienn "Follenn" link.

 

Heverk eo ivez tonioù blues Lead Belly,unan eus "gwriziennoù ar blues" a save tonioù blues pe folk a zibasee harzoù ar parkeier kotoñs pe buhez an hobos evit komz eus Hitler, pe adalek 1912 eus an Titanic. Evit bezañ resisoc'h e kont ar ganaouenn eo bet difennet da Jack Johnson, kampion ar bed boks kentañ du e groc'hen, da bignat e-bourzh an Titanic, war-zigarez ne dreuzdouged ket glaou e-bourzh al lestr. "The titanic" a zo deuet da vezañ unan eus ar c'hanaouennoù kentañ a-enep ar gouennelouriezh.

 

 

M'eo bet anavezet Lead Belly ez eo a-drugarez da John hag Alan Lomax (an tad hag ar mab) ohttp://farm7.static.flickr.com/6100/6332289980_9ca1e0cb06.jpg doa enrollet anezhañ e 1933 gant ur sonenroller hezoug e toull-bac'h Angola e Louiziana, e lec'h ma oa goude bezañ roet un taol kontell d'un den gwenn en un emgann. Ne oa ket ar wezh kentañ dezhañ anavezout ar prizon. Kondaonet e oa bet dija e 1918 da 20 vloaz toull-bac'h, goude bezañ lazhet ur c'henseurt dezhañ abalamour d'ur vaouez. D'ar c'houlz-se, e prizon Houston, e Texas, e savo ar ganaouenn "Midnight special", o venegiñ un tren o tremen e-kichen an ti-kastiz. Adkemeret e vo bloavezhioù war-lerc'h gant Creadence Clearwater Revival.

 

Dieubet e oa bet goude 7 bloaz, goude bezañ savet ur ganaouenn kaset da governor Texas,http://news.emory.edu/slideshows/african_american_photo_collection/slideshow-6.jpg e-lec'h ma c'houlenne digantañ da gaout madelezh en e-geñver, o c'houzout e oa don feiz ar governor. (Hervez al levr "The life and legend of Leadbelly" e pede ingal ar governor mignoned da biknikoù war letonenn ar prizon evit selaou LeadBelly o kanañ evit ar brizonidi all d'ar sul). Deuet e oa mat gant pennoù ar prizon evel m'hen diskouez al luc'hskeudenn-mañ eus 1915.

Pa voe dizoloet gant ar re Lomax, (deuet e oant evit enrollañ "Negro work songs") ha goude m'o defe enrollet ur c'hantad kanaouennoù en ti-kastiz, e sav ar re-mañ ur skrid-goulenn evit ma vefe dieubet. Kaset eo ar sinadeg d'ar governor staget ouzh ur bladenn gant an ton "Goodnight Irene", deuet da vezañ abaoe ur standard folk.

Ur wezh dieubet e ped ar re Lomax Lead Belly da ganañ e New York. Komz a reer kalz er c'helaouennoù eus "ar morian fall deuet da vezañ un troubadour mat". Kenderc'hel a rayo da ganañ betek fin e vuhez e 1949, ha da gaout kudennoù gant ar justis evel p'en em ganne peogwir e oa difennet dezhañ antreal en tavarnioù abalamour da liv e groc'hen.

Laosket en deus deomp ur ganaouenn vrudet all, kanet gantañ met o tont sur-a-walc'h eus ur c'han-arme en XVIIIvet : "Black Betty". Ur wezh klevet ton Lead Belly e tiviz ar gitarour Bill Bartlett sevel ur strollad a-ratozh evit seniñ anezhañ, ha setu penaos eo ganet ar strollad Ram Jam hag en deus graet berzh e 1977.

 

Partager cet article
Repost0

commentaires