Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
28 octobre 2013 1 28 /10 /octobre /2013 09:01

http://userserve-ak.last.fm/serve/_/25718699/Lou+Reed+lou2.jpg

Setu ur steredenn all he deus paouezet da lugerniñ e bali an neñv ar rock dec'h. Pa soñjer mat eo souezhus m'he defe skedet ken pell ken diroll eo bet buhez Lou Reed. Lakaet en do e gaou kaner "I 'm waiting for my man" (a dealer) hag "Heroin" ger-stur ar rock "bevañ buan ha mervel yaouank" p'eo marv da 71 vloaz.

Bras eo bet levezon ar Velvet Underground ha Lou Reed. Heptañ ne vefe ket bet a "Ziggy Stardust" da skouer. David Bowie an hini eo, anaoudek, en doa broudet ha produet pladenn gentañ Lou Reed dindan e anv "Transformer"

Gwir eo em boa, ouzhpenn ur bam evit lod eus e donioù, e vouezh hag e dudenn, ur seurt teneridigezh en e geñver abaoe m'em boa lennet e oa bet tretet gant stroñsoù tredan en e youankiz war c'houlenn e dud, peogwir e soñje dezho e oa heñvelreviad, hag o c'houzout e oa distroet da vevañ e ti e dud p'en doa kuitaet ar Velvet.

N'on ket a-du gantañ pa zisklerie "Ne soñj ket din e tlefer aotreañ ar Saozon da seniñ rock. Bez e tlefer difenn outo touch gitaroù. Iskis eo an Amerikaned, ne selaouont ket ar strolladoù amerikan met sot int gant ar strolladoù saoz. Padal, evit pep strollad saoz ez eus daou vil amerikan oc'h ober dres ar memes tra met gwelloc'h".

A, sapre Lou Reed, ne oas ket brudet evit da fent koulskoude. Aet out bremañ ha dec'h ne oa ket ur "Perfect day". Ale, lakaat a ran "Sweet Jane" war an troer-pladennoù, un ton savet ganit met sonet gant ar Velvet e 1970, p'az poa dija kuitaet ar strollad, un ton o doa "spazhet", o skarzhañ ul lodenn eus da sonaozadenn, un ton adkemeret ganit da heul, evit hor brasañ plijadur.

 

 

Partager cet article
Repost0

commentaires