Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
13 juillet 2014 7 13 /07 /juillet /2014 17:03

http://eil.com/images/main/Midnight+Oil+-+Diesel+%26+Dust+-+Deluxe+Edition+-+CD%2FDVD+SET-433469.jpg

E 1987 e tizolo ar bed a-bezh ur strollad aostralian anvet Midnight Oil, gant ur paotr postek ha moal evel kaner, lezanvet kerkent “ar ramz glas”, brudet m’emañ evit e venozioù ekologel. Padal n’eo ket Midnight Oil ur strollad nevez, krouet m’eo bet e 1975. Adalek 1984 e teu da vezañ unan eus referañsoù ar rock aostralian gant INXS hag ACDC, hogen gant testennoù o tagañ an AFNA (Aozadur feur-emglev Norzh Atlantel), an energiezh nukleel, lobbying an industrielezh hag all eo diaes dezho bezañ klevet er Stadoù-Unanet pe e Europa. Treiñ a ra an traoù gant o c’hwec’hvet pladenn, “Diesel and Dust”, enrollet etre 1986 ha 1987, d’ur c’houlz ma tiviz ar strollad rannañ ul lodenn eus e amzer gant pobladoù kentañ Aostralia.

 

Diskouez a ra dija anv ar bladenn, “Diesel and Dust”, eus petra vo kaoz : diezel ha poultrenn, setu petra zeu ar bush aostralian da vezañ : ul lec’h saotret. An ton kentañ a raio berzh kerkent, ne ra ket ar ganaouenn “Beds are burning” dave da gresk ar wrez ha tommadur an hin, evel ma c’heller soñjal, da wirioù ar pobladoù kentañ, ne lâran ket.

Goulenn a ra ar pozioù ma vefe adroet d’ar boblad aborijen Pintupi an douaroù a zo bet tennet diganto er bloavezhioù 60 gant ar gouarnamant, pa oant bet rediet da guitaat an dezerzh evit bezañ klozet e keriadennoù evel Kintore East pe Yuendemu, meneget er ganaouenn.

 

…The time has come
To say fair's fair
To pay the rent
To pay our share

The time has come
A fact's a fact
It belongs to them
Let's give it back

How can we dance when our earth is turning
How do we sleep while our beds are burning
Four wheels scare the cockatoos
From Kintore East to Yuendemu
The western desert lives and breathes
In forty five degrees…

 


War an dro e fell d’ar strollad rock diskouez d’o c’henvroiz e tro ar bed da sot hag eo poent bras ober un dra bennak, ne c’hell ket an Aostralianed kenderc’hel da zistruj o gwrizioù o nac’h anavezout eo bet gwasket, bodet ha diblaset ar pobladoù aborijen.

 

E 2009 e vo adenrollet ar ganaouenn gant pozioù nevez, war-bouez an diskan, war intrudu Kofi A. Annan, prezidant ar forom dengar bedel, evit ma vefe doujet ouzh an hin da goulz emvod-uhel Aozadur ar Broadoù Unanet. (An nen a glike war glip ar ganaouenn a gemere perzh en ur sinadeg).

 

Kavout a reer ur bern tonioù all hag o deus graet berzh war ar bladenn “Diesel an Dust”, gant pozioù sklaeroc’h c’hoazh :

 

…We carry in our hearts the true country
And that cannot be stolen
We follow in the steps of our ancestry
And that cannot be broken

We don't need protection
Don't need your land
Keep your promise on where we stand
We will listen we'll understand

Mining companies, pastoral companies
Uranium companies
Collected companies
Got more right than people
Got more say than people…

(“The Dead Heart”)

 

 

 

 

 

E 2007 e teuio Peter Garrett, kaner ar strollad, da vezañ ministr an endro e Aostralia, war a seblant e vo adtapet d’ar c’houlz-se gant ar realpolitik, siwazh.

Partager cet article
Repost0

commentaires

H
Hi I found your site by mistake when i was searching yahoo for this acne issue, I must say your site is really helpful I also love the design, its amazing!. I don’t have the time at the moment to fully read your site but I have bookmarked it and also add your RSS feeds. I will be back in a day or two. thanks for a great site.
Répondre