Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
29 décembre 2013 7 29 /12 /décembre /2013 09:40

 

 

E 1968 eo pounner an aergelc'h un tammig e pep lec'h, aloubiñ a ra ar yaounkiz ar straedoù evit bezañ klevet. Brezel ar Vietnam, emsav ar gwirioù keodedel, Nevez-Amzer Praha, ne vank ket an abegoù da stourm. E Paris e vleuniaoua ar stoc'hoù er c'harter latin pa seblant Londrez chom morgousket e-keñver. Savet eo ar pozioù gant Mick Jagger da heul ur vanifestadeg a-enep brezel ar Vietnam aozet e Londrez d'ar 17 a viz Meurzh 1968. Kemer a ra Jagger perzh er vanifestadeg gant e vignonez Vanessa Redgrave, met o verzout emañ e vezañs ur skoilh da balioù ar vanifestadeg e kuita anezhi a-raok ma errufe ar gerzherien dirak kannati ar Stadoù Unanet. Aze e trenk an traoù ha 200 den a voe kaset en ospital ha 246 den all arrestet.

"Everywhere I hear the sound of marching, charging feet, boy / Cause summer's here and the time is right for fighting in the street, boy" emezañ, a-raok ouzhpennañ "But what can a poor boy do / Except to sing for a rock'n'roll band". Fin a-walc'h eo a-berzh ur strollad hag a zo atav chomet pell ouzh ar c'hudennoù politikel (hag a gendalc'ho en dazont, "Street fighting man" o vezañ o c'hanaouenn politikelañ). Komprenet eo ar ganaouenn, "Ganeomp emañ ar Stones"  a soñjer a-zehou hag a-gleiz. Evel m'hen lavaro Marty Balin eus ar Jefferson Airplane : "Goût a ouiemp mat-tre ne ziskennfe ket ar Stones er straed evit manifestiñ, met goût a ouiemp e oant en hor c'hichen".

Er stadoù-Unanet eo embannet ar ganaouenn e stumm ur single un nebeut deizioù goude an Democratic National Convention e Chicago hag en deus gwelet deiziadoù emgannoù gant ar polis. Nac'h a ra ar stasionoù radio skignañ ar ganaouenn gant aon da c'hwezhañ war an tan. Respont a raio Jagger d'ar radioioù "It's stupid to think that you can start a revolution with a record. I wish you could !"

Amañ c'hoazh e krog an ton gant ur riff, evel ma oar o ijinañ Keith Richards. D'ar c'houlz-se e vez boaz ar gitarour da enrollañ e venozioù tonioù gant ur sonenroller kasedigoù. Ne c'hell lugañ warnañ nemet ur gitar akoustik, son enrolladenn an demo an hini a vo implijet ur wezh e studio.

Evit klozañ, laoskomp ar gaoz gant Bruce Springstenn a echue e droiad Born in the Usa e 1985 gant an ton-mañ : "Ar frazenn-mañ : What can a poor boy do except to sing for a rock'n'roll band" a zo unan eus ar frazennoù brasañ e istor ar rock" !

Partager cet article
Repost0

commentaires