Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
5 octobre 2013 6 05 /10 /octobre /2013 09:08

Da heul ar pennad fiskal diwar-benn an Oubapo embannet war ar blog "Korn an dudi" (sellout amañ : link), ne viran ket gant ar c'hoant da ziskouez ar bajenn-mañ embannet e "Oupus 2" e 2003 (da heul an Oupus 3, embannet e 2000), gant Etienne Lecroart.

oubapo

contes1

 

 

 

E 2012 en deus Etienne Lecroart embannet "Contes et décomptes" e L'Association, diazezet war reolennoù matematik, setu da skouer un "eoderm-drone"(n'ouzon dare penaos e vo troet e brezhoneg !). Petra an diaoul eo ar bitrak-mañ ? Ur strukturenn vatematik diazezet war ar fet da heuliañ holl gostezioù ur pemkosteziek hag e dreuz-vegelloù hep adtremen war ur segmant : setu an disoc'h e bandenn-dreset :

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

M'ho peus bugale, ha ma vezit dedennet gant an hentoù digoret gant an Oubapo e alian deoc'h "Les trois chemins" gant Lewis Trondheim ha Sergio Garcia (Delcourt Jeunesse)

http://www.pastis.org/lewis/Lestroischemins1a.jpg

http://www.lassociation.fr/blog/wp-content/uploads/2012/04/contesde%CC%81comptes_couv-227x300.jpg 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

pe c'hoazh troioù-kaer "Imbattable" embannet gant Pascal Jousselin e Spirou :


imbattable.jpg

Ha peogwir e plij da dresourien an Oubapo implijout plegadennoù evel m'hen displege Hoel en e bennad, ha peogwir e plij ar bruderezhioù din, setu er memes spered, (un tamm aesoc'h, a-du) reoù ar chadenn skinwel Comedy Central.

logo3_0.jpg

 

logo2.jpg

logo1.jpg

Partager cet article
Repost0

commentaires

H
Dreist !<br /> Trug 'vit al liamm, hag evit ar pennad. ;)<br /> Lenn a rin an "oupusoù" all a-raok pell, sklaer.
Répondre