Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
25 août 2014 1 25 /08 /août /2014 16:30

E skrivet em eus dija, kavout a reoc'h war ar rouedad, hag el liammoù meneget war ar bajenn-mañ tud barrekoc'h evidon evit skrivañ war film-mañ-film, met amañ eo deuet ar c'hoant din da rannañ ar blijadur em eus bet o sellout ouzh pevar rann ar stirad Treme e-pad an hañv ?

 

 

 

Perak sellout ouzh 'Treme" eta, ur stirad ha n'he deus ket graet berzh bras ?

 

Evit adkavout lod eus komedianed ar stirad "The wire"

 

Alies-tre e c'heller lenn eo "The wire" ar gwellañ stirad polis savet a-viskoazh, ha n'emaon ket pell o soñjal kement-mañ  ! An holl re o deus he gwelet a oar pegen gwirheñvel e oa eztaoladenn buhez poliserien Baltimore, hep darvoudoù a vil-vern, just ar santimant da vevañ ul lodenn eus o buhez, ur stirad a gemere he amzer, a daole ur sell sokial war gudennoù Baltimore hag a groue liammoù soutil etre an arvester hag an tudennoù. 'Treme" eo ar stirad bet savet da heul gant David Simon hag Eric Overmyer, ha gant plijadur e c'heller adkavout meur a aktour a c'hoarie poliserien, e kroc'hen muzisianed ar wezh-mañ, Wendell Pierce en o zouez, kabidan evel boaz !

 

Evit gouzout pelloc'h diwar-benn efedoù ar gorventenn Katrina

 

Tremen a ra istor ar stirad e New-Orleans, istor kêr New-Orleans goude gwallzarvoud Katrina eo a vez kontet deomp, dre lagad meur a zen : DJ Davis a fell dezhañ derc'hel hengoun sonerezh New-Orleans, Antoine Batiste bambocher ha soner trombon, Toni Bernette breutaerez a fell dezhi lakaat war-wel emzalc'h direizh polis Nola, Janette Desautel keginerez dornet, Albert Lambreaux penn indian Meurlarjez hag un toullad tudennoù all o treiñ tro-dro dezho. Drezo e weler an holl gudennoù anavezet gant annezidi New-Orleans da heul ar gorventenn : gwask tud ar galloud ganto, evit naetaat ar gêr, ar pezh a dalvez evito skarzhañ ar c'harterioù e-lec'h ma veve ar boblañs du da gentañ penn, skubañ holl roudoù an dremened, ul lodenn vat eus sevenadur Nola war an dro. Ha goulennoù da heul : perak ne vefe ket graet evit Nola ar pezh a zo bet graet evit New-York goude an 11/09/01 pe evit San-Francisco goude ar c'hren-douar ? Lakaet eo war-wel an arc'hant foranet, an diaesterioù boutin, penaos bezañ digollet evit e di p'eo bet savet gant e dad-kuñv war un dachenn bet gounezet d'an diñsoù da skouer, met ivez ar feulster, ar feulster a gaver a-hed ar stirad hep na vefe diskouezet : feulster ar melestradurezh, feulster ar gangs, feulster ar polis. Diskouez a ra ar stirad trafikoù ar maer Ray Nagin, nevez kondaonet da 10 vloaz toull, pe reoù ar polis, o venegiñ darvoudoù Danziger Bridge (daou zen du lazhet ha reoù all gloazet gant ar polis c'hwec'h devezh goude Katrina) pe o kontañ penaos eo bet diskuliet gant ur c'hazetenner drouklazh Henry Glover, un annezad du eus Nola. (Ar prosez da heul, ha n'eo ket kontet er stirad, a zo bet skouerius eus feulster poliserien Nola da heul ar gorventenn)

 

Evit ar sonerezh

 

"The music lives where it lives, brother, you can't fight with that". E pep lec'h emañ ar sonerezh e New-Orleans war a seblant, setu ar pezh a ro a stirad da gompren deomp. Evel-just e weler buhez ar sonerien, n'eus ket ur rann hep abadennoù sonerezh filmet war al leurenn pe e studio, met ouzhpenn e reer anaoudegezh gant ur bern muzisianed, lod brudet-kaer (Elvis Costello, the Neville brothers, Winston Marsalis, Cassandra Wilson, Fats domino (bev atav !), John Hiatt...) ha lod all dianav deomp e Europa. Soñjal a ran da skouer e Steve Pearle, ur "steredenn" er Stadoù Unanet hag e Kanada a c'hoari amañ ur muzisian straedoù (hag ur junkie pareet o kas ur strollad-komz e the Wire). Ur gwir dibunadeg eo, re hir eo ar roll... Hag e meur a stil : funk ar bloavezhioù 70, jazz, new-orleans, cajun, Motown ar bloavezhioù 60, kanaouennoù indian ar Mardi Gras, hip-hop, blues ar Mississipi... Betek re a wezhioù, gorrekaat a ra dirolladur an darvoudoù e epizodoù zo met peadra da sevel playlistoù nevez ! Un tañva ho po ?

 

 

Evit ar sevenadur

 

Feiz, n'on ket bet e New-Orleans gwezh ebet hag ur misi eo bet dizoleiñ ar c'hultur stag ouzh hengoun ar Mardi-Gras. N'eo ket tener ar stirad gant sell an douristed ha klask a ra diskouez an traoù deus an diabarzh : 'michañs ho po kement a blijadur ha me o tizoleiñ ar "second line", lid Meurlarjez an Indianed,  an dibunadegoù hag o boazioù...Ha dedennus ar goulennoù war an doare ar stourm da gas da benn evit derc'hel ar c'hultur-se bev ha gwirion !

 

Ha peraket evit ar senario ?

 

Gant ar stirad-mañ, evel gant "The Wire" e kroger da sellout ouzh buhez an tudennoù, dedennus hepmuiken, hag hep e verzout, e teuer da vezañ stag outo, bez e vouschoarzher pa vezont tener pe fentus ha techet e vezer da leñvañ pa dreuzont poanioù, takennoù liv silet hag a sav ur mozaik buhezek !

 

 

 

Partager cet article
Repost0

commentaires