Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
28 juillet 2014 1 28 /07 /juillet /2014 11:59

Plijout a ra din ar festival "Le pont du rock" e Malestreg a lide e 25vet deiz-ha-bloaz hevlene. Ha berzh adarre gant ar skipailh programmiñ : 19000 den war daou zevezh, ur festival bihan skeudennou-rock 2190[1]eta, gant teir leurenn memestra, na bourrus gouzout e c'helloc'h adkavout ho re diboan, ne vo ket da c'hortoz evit pakañ ur banne, ha gouzout ho po souezhadennoù brav adarre ! Ne oan ket evit mont d'ar gwener, (laouen e vefen bet gwelout FFF) met amañ e oamp da eur an digor-galon evit selaou Thomas Fersen. Feiz, ar merc'hed a oa ganin a felle dezho e selaou, me n'on ket evit e c'houzañv, diseblant on bet a viskoazh ouzh e destennoù hag e sonerezh, met petra a gavont dezhañ ?

skeudennou-rock 2194[1]Setu Anna Calvi o tont war al leurenn "Ranig", ha tommoc'h e vo he set hag ar wezh diwezhañ 'm boa he gwelet ? Penaos e vo war ul leurenn vras pa glot kentoc'h he sonennoù gant un aergelc'h klet ? Atav ken koant en he roched ruz ha gant he ruz-muzelloù flamm, met ur gened yen, chom a ra diziraesus evidomp ha ne daol ket he selloù warnomp, paour-keizh arvesterien ! Padal, ur wezh ouzhpenn, lavaromp pegen donezonet eo, zoken ma ne oa ket ar c'hemmesk-son eus ar gwellañ. Gwelloc'h eo dizoleiñ ur strollad dianav deomp o seniñ dindan an deltenn : Billy Hornett, ur strollad eus Albi : wao ! Amañ e santer un ene, ene ar rock 'n roll : taboulinoù, gitar,skeudennou-rock-2209-1-.jpg gourbiolin hag ur rollad tonioù o tennañ d'ar Stay Cats pe d'ar bloavezhioù 50. Netra nevez eta, met un energiezh vrav e servij ur sonerezh na gosha ket. N'eo ket aes-tre dañsal ar rock 'n roll war ar geot evit lod !

Setu Skip The Use war al leurenn vras, pebezh hent ganto abaoe 2011, pa oant amañ dija met war al leurenn vihan. profitet hon eus eus an degouezh evit mont da zebriñ en ur sellout outo a bell. Un tourter eo ar strollad hag a skub pep tra war e dremen, ha ne vank ket nerzh Mat Bastard,ar c'haner. Un draig, merc'hed a zo en engroez ivez (ar pezh en deus komprenet Billy Hornett mat-tre), n'eo ket dav kaozeal d'ar baotred nemetken ("Hey les gars, j'voulais vous dire..."). Mod all e ra plijadur klevout kanet "La jeunesse emmerde le Front National", daoust ma ne oa ket ken kendrec'het an arvesterien siwazh ha ma c'hellent bezañ da goulz ar Beru.

Goude e teu da vezañ diaes, daou strollad a fell din gwelout war an dro : Blitz the Ambassador ha St-Lô, ret e vo rannañ an eurvezh : krogomp gant Blitz the Ambassador, a orin eusskeudennou-rock-2219-1-.jpg Bro-Ghana met o vevañ e Brooklyn : kinnig a ra ur rap afro, leun a levezonioù : Afrika evel-just, Fela, met ivez James Brown pe rap old school New-York. Dont a ra brav flow e gomzoù, ha sintezennet en deus a-feson e wriziennoù hag an hip-hop. Special big up da rann ar binvioù kouevr evit o doare da ac'hubiñ al leurenn ! Tomm tomm tomm eo dirak al leurenn, deomp da welout penaos e tremen gant St-Lô dindan an deltenn : feiz, amañ eo tomm ivez gant al lazerioù, ar c'haner diroll daoubleget war e sinte, an arvesterien tapet en ur meskaj a from, a zebron a grog en ho tiskoaz, ho choug evit diskenn betek ho treid evit ma krogfec'h da zañsal ha da lammat a-unson gant ho amezeien ! un dra zo sur : n'eo ket St-lô a zo war al leurenn, Griefjoy hag e bop-electro, o tont eus Nice, ne lâran ket. skeudennou-rock-2225-1-.jpgN'anavezen nemet un ton d'o ferzh, klevet n'ouzon ket pelec'h ken, met ur souezhadenn vrav eo bet. Begon gete 'sur ! Tonioù lirzhin, lijer, evel ma vez dleet evit un nozvezh klouar.

Kreiznoz hanter dija ! Tremen a ra buan 'vat ! Setu IAM oc'h en em ginnig war al leurenn evit un eurvezh ha kard a rap skedus. 25 bloaz eo ar strollad ivez, hep roufenn ebet : a unvouezh e kan an dud "Né sous la même étoile", "L'école du micro d'argent", "La face B" pe "Demain, c'est loin".

"Lod a labour warc'hoazh" a lavarer din, goût a ouien e vefe bet gwelloc'h din kemer ma c'harr ! Ha St-Lô ? Da heul IAM 'michañs, evit ur wezh all e vo ! (Programmet e oa ivez diwezhatoc'h : Nasser ha Vitalic).

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0

commentaires