Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
19 janvier 2014 7 19 /01 /janvier /2014 17:28

 

Evel boaz e oan bet ar bloaz-mañ e digoradur "Les hivernales du jazz" e pastell-vro Gwened. War ar roll Grand Pianoramax, ur triad kaset gant Leo Tardin ouzh ar c'hlavieroù, Dom Burkhalter ouzh an taboulinoù hag ar Brooklynad, Black Cracker, o kanañ, ur strollad hag en deus bet tro da seniñ e pep lec'h dre ar bed, ha d'ober lodenn gentañ troiad diwezhañ Maceo Parker er Stadoù Unanet. O federvet pladenn zo deuet er-maez e Bro-C'hall en diskar-amzer diwezhañ.

Ha neuze, war al leurenn ? Feiz 'vat ! Iskis a-walc'h e gwirionez ! Anat eo eo donezonet ar vuzisianed, nijadennoù brav ouzh ar c'hlavieroù (gant ur son a lak da soñjal a -wechoù e Chick Corea da goulz Return To Forever,  hag un tabouliner hag a oar kempouezañ e skoadennoù evit tennañ e wellañ eus e venvegoù, met ar c'haner n'eo ket bet evit ma c'hendrec'hiñ : amparfal e seblante din bezañ war al leurenn, hep goût re pelec'h en em lakaat (teneraus e oa en ur mod), hag ar pozioù : clouds, birds, the wind... forzh ma buhez ! N'eus nemet ur wezh m'en deus kroget an tempo da vezañ herroc'h m'en deus seblantet din kavout e verkoù evit tonioù rap tagnousoc'h eget peurrest ar set (Amañ ne oan ket ken evit kompren ar pozioù !). Netra dreistordinal en diwezh !

Partager cet article
Repost0

commentaires