Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
11 janvier 2014 6 11 /01 /janvier /2014 10:51

i_am_a_groupie.jpg

A ! Azeulerien steredennoù ar rock ! Plijout a ra d'am merc'h ha din sellout ouzh merc'hed en o bleuñv oc'h huchal skiltr hag o leñvañ pa zeu 'maez Justin Bieber pe unan eus e glonoù... Ha reoù Celine Dion, n'int ket trist kennebeut !

Evel-just pa soñjer groupie", e soñjer er Beatlemania, er merc'hed o klask heuliañ ar vuzisianed e pep lec'h, gant ar spi d'o zouch ha muioc'h, piv 'oar. Nebeut anezho a zeuio da vezañ muzenn ar sonerien, o freizh, ne lâran ket. "N'eus abeg ebet da gas maouezed e skipailh un droiad, nemet m'o defe ul labour d'ober, an abeg talvoudus nemetañ eo fouzhañ ganto". eme Mick Jagger ur mare zo bet, dilikad ha distinget ! Met pa seller mat emañ ar groupie ar respont gortozet d'ar pezh a c'hoarvez war al leurenn abaoe m'eo bet krouet ar rock : fiñvadennoù divgroazell Elvis, "Light my fire" gant Jim Morrison, "Satisfaction" Mick Jagger, pe Hendrix o torloiñ e c'hitar... ur bed gadal a gave e merc'hed yaouank preizhoù koant, fresk hag aes da dapout evit bleizi bras drouk al leurenn rock. Evel ma lâre Pattie Smith, ne c'hortozont nemet un dra pa grogont en o mikro, ma vefe sodet o arvesterezed.

http://www.rottenecards.com/ecards/Rottenecards_98392093_pd3j6brrfp.pngHa gwir eo e krog ar groupies da vezañ digabestret e -kreiz ar bloavezhioù 60, hag ar c'hulotennoù ha brennidennoù da bradañ war al leurenn dirak an doue nevez : ar star rock. Ha pa vezer un doue n'eus bevenn ebet evel-just : merc'hed o tont da vezañ objedoù e servij narkisegezh ar rock-star goude ar strivoù en do graet war al leurenn.

O, n'eo ket aes bezañ ur groupie, taer eo ar varnadenn : ur c'hast ma kousk dizehan, ur sacherez d'he zu ma timez gant ur soner. Padal ez eus lod hag a zo deuet da vezañ brudet : Marianne Faithfull evel-just, pe Nico, met ivez reoù all ha n'o deus ket kanet pe nebeut, ale taolomp ur sell war bed ar groupies.

Kregiñ a ra hon troiad e California, anat deoc'h, al lec'h ma oa ret bezañ e dibenn argtos0.jpg bloavezhioù 60, Haight-Ashbury e San-Francisco, Laurel Canyon e Los Angeles. Du-se e voe krouet ar GTO'S, Girls Together Outrageously, ur strollad seizh groupie ennañ, Implijet e voent gant Frank Zappa hag e Mothers of Invention, kinnig a raent "freak" dañsoù war al leurenn a-raok ma krogfe Zappa da seniñ. Ar re vrudetañ a oa "Miss Pamela", Pamela Des Barres, ha "Miss Sparkly", Linda Sue Parker. "Fouzhañ gant ar re goantikañ, kaout ar "butun Gordini" gwellañ, kejañ gant tud dibar", setu ar pezh a oa reolennoù-bevañ Pamela lori.jpgDes Barres (hag he deus abuzet he amzer gant Mick Jagger, Jimmy Page, Robert Plant, Keith Moon, Jim Morrison ha reoù all c'hoazh...). Diaes eo menegiñ Led Zeppelin hep ober dave da Lori Maddox evel-just, 14 vloaz anezhi, hag a zo chomet 18 mizvezh gant Jimmy Page (kollet he doa he fich glas gant David Bowie pa oa 13 vloaz).

Da goulz ar punk e c'hellfer lavarout eo bet berr buhezoù ar groupies ma soñjer da skouer e Nancy Spungen, kavet marv er Chelsea hotel er gambr a feurme gant Sid Vicious. Pa erru ar bloavezhioù 80 hag an hair metal e kaver en-dro groupies a vil-vern met groupies deuet da vezañ brudet kentoc'h a-drugarez d'ar vuhez o doa e-kichen : aktourezed, Pamela anderson ha Tommy Lee, pe video babes o taremprediñ izili ar strolladoù rock.

E keit ha ma vo "steredennoù" e vo loarelloù tro-dro, gant emzalc'hioù o cheñch hervez ar c'houlz met ivez hervez o orin. Na koantik ha fentus emzalc'h ar groupies-mañ a Vro-Sina dirak Nicky Wu, penaos ? N'anavezit ket Nicky Wu ?  : link.

 

Partager cet article
Repost0

commentaires