Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
20 avril 2014 7 20 /04 /avril /2014 10:05

skeudennou-rock-0489.JPG

 

Ar c'hazh en heol,

war al leton,

lufrus e feur

'dan goulou splann an deiz,

skedus e lagad

'giz ur steredenn,

o vale goustad,

dibilh, skañv ha ouesk,

en ur seurt klokted,

war skramm an hañv alaouret.

 

Per Diolier

Partager cet article
Repost0
19 avril 2014 6 19 /04 /avril /2014 09:53

 

 

Deuet eo "War room stories"pladenn diwezhañ Breton nevez zo, ha war an hent emañ ar strollad evit he difenn. Berzh en doa graet ar strollad e 2012 gant e bladenn "Other people's stories", un albom a gemmeske rock, rap, elektro evit reiñ ur sonerezh lipet, yen, a liv gant golo ar bladenn (barennoù savadurioù skerijennet gant an heol dirak un oabl teñval). Ouzhpenn ar sonerezh eo Breton ( anvet evel-mañ e koun André Breton) ur strollad arzourien hag a douch da bep tra : sevel a reont filmoù, klipoù, levrioù... en ti-bank dilezet o doa ac'hubet e su Londrez, "The Breton labs", pe ar wezh-mañ e "Funkhaus" Berlin.

Kalz lirzhinoc'h eo ar bladenn nevez, luskoù ar c'houplad taboulinoù-gitar boud a lak da soñjal e tonioù lirzhin "The Foals" pe "Foster The People" gwezh ha gwezh all. Jestroù bras an tabouliner (diezhomm met brav da welet gant ar videoioù skignet a-dreñv), lammoù dizehan ar gitarour boud (pe gitarour, pe klavierist, liesbeñveger ma vezont) a gemer perzh er birvilh a c'hounez an arvesterien a-feur ma tirollont o set. Ar bravañ o vezañ evidon an ton "got well soon". War-bouez "Edward the confessor" ez eo dreist-holl an tonioù diwezhañ hag a zo sonet. Brav eo an degemer, tapout a ra Roman Rappak ul luc'hskeudenn eus an arvesterien evit e vamm a-raok kuitaat al leurenn, he deiz-ha-bloaz eo. 

skeudennou-rock-0894.jpg

 

Partager cet article
Repost0
13 avril 2014 7 13 /04 /avril /2014 10:39

71425_10200945947029542_1706291968_n.jpg

Gant skolidi skol Diwan Gwened o tibunañ barzhonegoù Roparz Hemon, Maodez Glanndour, pe Prosper Proux war donioù rap ! link

 

Partager cet article
Repost0
5 avril 2014 6 05 /04 /avril /2014 13:26

Div bladenn zo bet embannet gant Epic Rain evit poent, "A murder of crows", un EP e 2011, hag Elegy e 2012. Dizoloet e oant bet e festival Bro Island "Island Airways" hag e Frañs da heul o set en Trans e 2011. Deuet eus an hip-hop he deus o sonerezh  sturiet muioc'h mui war-zu ar cabaret, ar folk pe ar blues. Pozioù leun a varzhoniezh, du a-walc'h o taolenniñ tudennoù kollet, ur veaj a-dreñv ar melezour, un aergelc'h teñval, latarek.

Mouezhioù ar ganerien (Johannes B. Palmesson ha Braggy Johannsson a lak ac'hanoc'h da soñjal eTom Waits (ur wezh ouzhpenn) pe e Nick Cave a vareadoù. Ur c'houplad a-feson eo ar ganerien, o taolenniñ o fozioù, o c'hoari gant an arvesterien : klogorennoù saovon, pailhouroù taolet war an arvesterien, un droiad vals gant arvesterezed, goût a reont bevaat ur set a c'hellfe bezañ enoeus mareoù zo, o c'hanaouennoù o vezañ kentoc'h tonioù da selaou sanket en ur gador-vrec'h lêr teuc'h o sellout ouzh ar glav o kouezhañ, pe da goulz ur bourmenadenn war an aod avelet. Gourc'hemennoù ivez d'an DJ Stefan Olaffson evit scratchoù a feson.

 

 

 

 

 

Partager cet article
Repost0
23 mars 2014 7 23 /03 /mars /2014 09:22

 

 

C'hoarzhin diwar goust ar re all, c'hoarzhin 'leizh e gof, c'hoarzhin betek mougañ, skrignal, sklokal ! A ya 'vat, fent hon eus bet gant skipailh pezh-c'hoari Mathilda May "Open Space". Un embregerezh un tammig blaz ar c'hozh gantañ, pa seller ouzh an arrebeuri, un implijadez o naetaat al lec'h diouzh noz en un doare ne vefe ket evit displijout din (d'am muiañ karet ne lâran ket !), kuitaat a ra al leurenn, dor ar saverez o tigeriñ hag o leuskel ur bagad implijidi oc'h aloubiñ al lec'h : ar "Remy" treuzwelus a glask sachañ evezh e genlabourerien en aner, zoken pa c'hourdrouz en em lazhañ, ar "bimbo", ar plac'h yaouank kozh Mari-Voudenn anezhi, ar fougaser, an implijad skouer re gozh evit dedenniñ ar re all, al lonkerez... renet gant ur penn-servij aerouant ! Feiz ur sapre dastumad tudennoù an hini eo a ginnig Mathilda May deomp : dirak hon daoulagad e weler an darempredoù e bed al labour : kevezerezhioù, plegoù bihan, pilpouserezhioù, pep tra a zeu da vezañ un digarez da c'hoarzhin gant ar santimant da vezañ er pedervet ment o sellout ouzh amprevaned en ur gaoued !

Diviz ebet gant ar gomedianed, trouzioù nemetken gant ul leurenniñ dik, rik, bamus. Soñjal a reer e Tati, e Deschamps ha Makeïeff... Goût a oar ar gomedianed ober pep tra : c'hoari, kanañ, jestraouiñ, dañsal... ha dreist-holl bezañ fentus ha teneraus.

Kregiñ a ra an droiad betek 2015, ma vez programet tro-dro d'ho ti, na c'hwitit ket ar c'horfad c'hoarzh-mañ !

Partager cet article
Repost0
7 mars 2014 5 07 /03 /mars /2014 23:36

 

 

 

Tro em eus bet dija da skrivañ pegen plijus e kaven tresadennoù Arthur De Pins pa vefe kaoz eus "Zombillenium" pe eus "Péchés mignons" :  Zombillenium : da rannañ gant an holl ! Skip the Use, int, o doa plijet din ar wezh kentañ m'am boa o gwelet, kollet o deus ul lodenn vat eus o energiezh gant ar berzh anavezet buan-tre. Met setu an daou a-gevret goude m'en doa Arthur De Pins goulennet digant ar strollad da sevel B.O ar film "Zombillenium" da zont, lojik evit ur strollad o tont eus norzh Bro-C'hall, rannvro e-lec'h m'emañ lec'hiet ar park dudioù-mañ ken iskis. Ur blijadur eo adkavout tudennoù zombillenium en ur c'hlip ! Evit ar pezh a denn d'ar sonerezh, deoc'h da welout ! (Evit ar re yaouank kwa !)

Partager cet article
Repost0
1 mars 2014 6 01 /03 /mars /2014 18:09

Feiz, ha koshaat a rafen ? Ne vo ket ma blev evit testenniañ eus kement-mañ p'o deus kroget da wennaat da heul ma c'honje, met n'on ket bet evit profitañ eus abadenn Ebony Bones war leurenn an Echo Nova e Gwened abalamour da vevenn ar 105 desibel na oa ket doujet outi. Evel-just e tle ar son seniñ lous ma fell d'an den pegañ d'ar skeudenn punk, met re vrein e oa evidon. Ha padal, startijenn forzh pegement gant an hini a oa bet anvet er British soap awards pa c'hoarie e "Family affairs" a-raok en em ouestlañ d'ur post-punk-funk psikedelik e 2009. Distro eo war al leurenn gant ur gitarour, un tabouliner hag ur programmour na verzer ket koulz lavaret e skeud al leurenn. Forzh penaos e ac'hub ar ganourez al leurenn gant he huchadennoù, eilet gant he div zañsourez a grou un energiezh ne ra nemet isañ an arvesterien. Penaos e c'heller gwiskañ c'hoazh dilhad ken ridikul ? (Ha kanañ gant ur maskl marc'h war e benn ? A-boan ma vezent klevet !) Met ret eo anzav e roe ur santadur iskis sellout o dañs war al leurenn : un dañs diglok, meuriadel, a roe c'hoant deoc'h da hejañ ho tivrec'h d'ho tro ha da yudal gant ar bagad-bleizi.

skeudennou-rock-0522.JPG skeudennou-rock-0523.JPG

 

Partager cet article
Repost0
18 février 2014 2 18 /02 /février /2014 20:31

Evel m'ho po merzet, n'eo ket bet stank ar skridoù ganin er mare-mañ : ar goañvezh o sunañ ma nerzh ? Lakepoded o c'houlenn ma vefe savet programmoù hiniennel dezho ? Raktresoù e-leizh, ken dedennus an eil hag egile met o c'houlenn un tamm labour ? An tri ma c'haporal, hep kontañ gweladennoù skolioù evit ma lampon bras pa vo bet tizhet ar vachelouriezh gantañ !

En ur c'hortoz ma krogfen da vat gant pennadoù fonnusoc'h, setu ur c'hlip hag a ra vad din p'am bez un tamm blues, e skignet em eus d'am skolidi nevez zo ha plijet en doa dezho ivez. Dizale e tlefemp kemer perzh en ur festival hip-hop aozet e korn-bro Gwened, n'eo ket heñvel met ouzhpenn an huñvre deuet da wir, hag ar spi da gaout evit ar bonedoù azen, en deus ar meskaj dañs klasel-pop komzet dezho. Hag un digarez da gomz eus teorienn ar reizh !

 

Partager cet article
Repost0
5 février 2014 3 05 /02 /février /2014 19:54

O surfiñ war an net, goude bezañ selaouet un abadenn diwar-benn ar rock da goulz an Union Soviedel link on en em gavet gant un ton anvet "Razom Nas Bahoto" (Asamblez omp niverus), un ton simpl-tre (evel an holl donioù da unaniñ an dud, "When the kids are united...) a zeuas da vezañ kan-bale dispac'h orañjez Bro-Ukrenia e 2004, komzoù eeun evit derc'hel ar straedoù pa ziskenn temperadurioù an noz pell dindan 0. D'ar c'houlz-se e oa bet eilpennet disoc'hoù an dilennadegoù truket (hag en em gavet ar strollad e anv Bro-Ukrenia e koñkour an Eurovision e 2005!) . Met evel m'hen gweler bremañ ez eus pep tra da adkregiñ !

 

Partager cet article
Repost0
19 janvier 2014 7 19 /01 /janvier /2014 17:28

 

Evel boaz e oan bet ar bloaz-mañ e digoradur "Les hivernales du jazz" e pastell-vro Gwened. War ar roll Grand Pianoramax, ur triad kaset gant Leo Tardin ouzh ar c'hlavieroù, Dom Burkhalter ouzh an taboulinoù hag ar Brooklynad, Black Cracker, o kanañ, ur strollad hag en deus bet tro da seniñ e pep lec'h dre ar bed, ha d'ober lodenn gentañ troiad diwezhañ Maceo Parker er Stadoù Unanet. O federvet pladenn zo deuet er-maez e Bro-C'hall en diskar-amzer diwezhañ.

Ha neuze, war al leurenn ? Feiz 'vat ! Iskis a-walc'h e gwirionez ! Anat eo eo donezonet ar vuzisianed, nijadennoù brav ouzh ar c'hlavieroù (gant ur son a lak da soñjal a -wechoù e Chick Corea da goulz Return To Forever,  hag un tabouliner hag a oar kempouezañ e skoadennoù evit tennañ e wellañ eus e venvegoù, met ar c'haner n'eo ket bet evit ma c'hendrec'hiñ : amparfal e seblante din bezañ war al leurenn, hep goût re pelec'h en em lakaat (teneraus e oa en ur mod), hag ar pozioù : clouds, birds, the wind... forzh ma buhez ! N'eus nemet ur wezh m'en deus kroget an tempo da vezañ herroc'h m'en deus seblantet din kavout e verkoù evit tonioù rap tagnousoc'h eget peurrest ar set (Amañ ne oan ket ken evit kompren ar pozioù !). Netra dreistordinal en diwezh !

Partager cet article
Repost0